Adminios
Adminios a oa mab da Gunobelinos, roue an Gatuvellauned hag an Drinobanted, ha breur da Garatacos (Karadeg) ha Togodumnos. E anv a zispleger evel-henn : *ad-mindios, "da vezañ kurunet".
Dishêret e voe gant e dad, ha mont a reas da glask sikour gant Kaligula, impalaer Roma.
Hemañ, aet sot dija, goude un taol sirk e Gesoriacum, a voe lakaet da grediñ e c'halle aloubiñ Enez Vreizh. An aloubadeg avat ne c'hoarvezas biken. Kontañ a ra an istorourien roman e roas urzh Kaligula d'e soudarded da zastum kregin war bord ar mor e Galia, evit embann eo oa bremañ mestr war ar mor (ha da heul toud ar pezh e oa enni, evel just, evel Enez Vreizh, da skouer).
Adminios ne chome dezhañ nemet bevañ en harlu.
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontDibar:KemmoùDiwezhañDibar:KlaskEil Brezel-bedWikipediaWikipedia:Porched ar gumuniezhPatrick Le BescoKantikou Brezonek Eskopti Kemper ha LeonWikipedia:SkoazellBrezhonegSimo HäyhäDukarkBloavezhioù 530Wikipedia:Kumuniezh/An davarnEuropaWikipedia:Pajennoù da nullañMoudennSkoazell:Kont implijerRouantelezh-UnanetWikipedia:Diwar-bennHengerddMarie-Antoinette AostriaStadoù-Unanet AmerikaA Little RomanceAnnie OakleyPorched:TimbrouriezhWikipedia:Pajenn bersonelWikipedia:Porched ar porchedoùLimaRummad:Kumunioù Aodoù-an-ArvorDibar:MaC'haozeadennoùMosin-NagantBengaluruJuan Antonio VillacañasFlandrez FrañsFellasionSkoazell:SkoazellFanny Hill