Óengus Óg

(Adkaset eus Aengus)

Óengus, pe Aengus, a oa, e gwengelouriezh Iwerzhon, unan ag an Tuatha Dé Danann, hag a enkorfe ar yaouankiz (sed aze perak e vez graet Óg, "yaouank", anezhañ), ar garantez hag an awen barzhoniel. Mab Dagda ha Bóand eo Óengus, ha klotañ a ra gant an doue kembreat Mabon hag ar Maponos galian. Ur perzh a bouez en deus er gwengeloù.

Anv

En heniwerzhoneg e vez graet Óengus pe Oíngus anezhañ ha kavout a reer meneg ivez eus Oinogus e Vita Columbae (Buhez Sant Koulman) gant Adomnán .[1] Ag ar c'hentkeltieg e teu ha talvout a rae "nerzh gwir". E skridoù Dindsenchas, ag ar grennamzer, e lenner e talv kement hag "ar cʼhoant nemetañ", hag e vamm Bóand a roas an anv-se dezhañ rak he eured gant an Dagda a voe he c'hoant nemetañ.[2] Áengus, e veze graet anezhañ e krenniwerzhoneg, hag Aonghus, pe Aonghas, en iwerzhoneg a-vremañ.

Anavet eo evel Óengus Óc / Aengus Óg ("Óengus ar yaouank"), Mac ind Óc ("mab ar yaouankiz"), Maccan, pe Mac Óc / Mac Óg ("ar mab yaouank").

Hervez keltiegourion evel John T. Koch ha Kenneth H. Jackson e klot Aengus gant ar pikteg Onuist / Unuist hag an hengembraeg Unust.[3][4]

Daveoù