Agung
Agung pe Menez Agung, Gunung Agung « menez uhel » e anv indonezek, zo ur menez-tan en Indonezia lec'hiet war enezenn Bali.
Lec'h uhelañ an enezenn eo gant 2 995, 3 031 pe 3 142 metr uhelder. Gant tud Bali, hindouiz anezho, e vez kemmesket gant Menez Meru hag a zo ahel an Hollved evito.
Didarzhioù
Didarzh 1843
Didarzhet e oa Menez Agung e 1843, testeniet e voe gant Heinrich Zollinger :
« Goude bezañ bet o kousket e-pad pell, ar bloavezh-mañ ar menez a oa krog da advevañ. Devezhioù kentañ an oberiantiz krenoù-douar a voe ha goude skarzhadennoù ludu, traezh ha mein. »
Didarzh 1963–64
Didarzh 1963 a voe unan eus ar re vrasañ en istor Indonezia. D'an 18 a viz C'hwevrer, an annezidi tro-war-dro a glevas tarzhadennoù spontus ha gwelet a refont koumoul o sevel eus ar menez-tan Agung.
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontMarie-Antoinette AostriaDibar:KlaskDibar:KemmoùDiwezhañEil Brezel-bedWikipedia:Porched ar gumuniezhWikipediaWikipedia:SkoazellBrezhonegN'eus ket eus arc'hoazhAlamagnWikipedia:Kumuniezh/An davarnKaozeal:N'eus ket eus arc'hoazhDibar:MaC'haozeadennoùDekiDigimonC'hoari ar misionerWikiDibar:MaDegasadennoùSaoznegGopr hollvedelRummad:Kumunioù Aodoù-an-ArvorPlourivoùRepublik KoreaCascading Style SheetsGran Turismo (heuliad c'hoarioù video)MezegiezhTeknologiezhStadoù-Unanet AmerikaCreative CommonsISO 8601Wikipedia:Menegit ho taveoùNaonedRouantelezh-UnanetWikimedia FoundationWikipedia:Poull-traezhWikipedia:Pajennoù da nullañGoogle