Aksiom

Un aksiomenn a zo ur « vartezeadenn a vez lakaet da wir anez he anataat a-benn sevel ur reizhiad, un damkaniezh diwarni »[1].

Termenadur

Steriou un tammig disheñvel a vez kavet hervez an diskiblezh, da skouer matematik pe prederouriezh pe stlenneg pe skiantoù all. Sterioù disheñvel a vez kavet iwe evit un diskiblezh bennak dre diorren an diskiblezh. Da skouer e veze un aksiomenn un dra anat-kenañ pe diazezet-kenañ ne veze ket tabutet warnañ evit ar brederourien c'hresianek klasel. A-vremañ e vez implijet ar ger aksiom evit ur poent a vez diazezet un heuliad poellataerezh warnañ.

Deveradurezh

Diouzh an anv henc'hresianek ἀξίωμα (aksíōma) e teu ar ger 'aksiom'[2]. Hennezh a zeu eus ar verb ἀξιόειν (aksioein) o talvezout « bezañ dellezek[trad 1] »  pe «  azgoullen[trad 2] ». Ar verb-se a zeu diouzh ar ger ἄξιος (áxios) o talvezout « o vezañ a bouez » ha rak-se a dalv kement ha « dellezek », « mat d'ober  »[trad 3].

Aksiomennoù brudet

  • Aksiom Euklides
  • Aksiom Tales
  • Aksiom Kolmogorov
  • Aksiom an dibab

Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Troidigezh

Notennoù ha daveennoù