Alfred Dreyfus


Alfred Dreyfus (Mulhouse, 9 a viz Here 1859 - Pariz, 12 a viz Gouere 1935) a oa un ofiser gall yuzev a orin eus Elzas. Tamallet ha kondaonet evit trubardiezh e oa digastizet, ha didamallet. En em gavout a reas e-kreiz un enebiezh sokial ha politikel eus ar re bouezusañ eus an III Republik, anvet an Afer Dreyfus.

Alfred Dreyfus


D’an 21 a viz C’hwevrer 1895, voe lakaet Alfred Dreyfus e bours ar vag Ville-de-Saint-Nazaire, ha dilestret war enezenn-Royale e Guyanna d’an 8 a viz Meurzh.

Diaes kenañ oa ar c’honditionoù bac’hadur : evezhiet e veze noz ha deiz gant gwarded, skipailhoù o cheñch bep div eurvezh. Berzet e oa dezhañ komz ouzh ar warded a oa e-tal dezhañ, ha ne c’hellent ket komz gantañ kennebeud-all.

Bevennet oa e frankiz bale da 200 metrad endro d’an toull-bac’h, en ur gambr 4 x 4 m ma veve. Difennet e oa ouzh e wreg dont da adkavout anezhañ, kontrol d’al lezennoù 1872 ha 1873.

An hin drovanel a oa skuizhus a-walc’h, tommder, toufor, sec’hor, gant korventennoù glav a bep eil.

Stagañ a reas da skrivañ e emvuhezskrid a zeiz da zeiz, adalek ar 14 a viz Ebrel 1895 hogen ehanet e voe d’an 10 a viz Gwengolo 1896, ken brevet ha divi ma oa a gorf hag a ene.

E miz Gwengolo 1896, e voe lañset ur falskeleier er mediaoù saoz, o lâret e oa deuet a-benn Dreyfus da dec’hout kuit, intrudu broudet gant e vreur Mathieu Dreyfus, evit ma ne vefe ket ankouezhet gant an dud. Adtapet e voe ar c’helloù er mediaoù gall, ha nagennet an deiz war-lec’h. Ha neuze diwar urzh André Lebon, ministr an trevadennoù e voe lakaat sevel ur palisad doubl, tro-dro d’e garc’har hag ereet e gorf gant houarnaj, e-kerzh nozvezh ar 6 a viz Gwengolo 1896. Noz ha deiz e oa bac’het en e gaoued.  

Buan-tre ez eas e yec’hed hag e spered war fallaat. Ur prizoniad Charles Benjamin Ullmo a voe lakaet da c’houde e karc’har Dreyfus, a gontas war e zivoud, e komze gant renkined hag e tegoueze dezho tostaat outañ. Kousket a rae gant drammoù, bet urzhiet gant mezeg an enezenn, skrivañ a reas d’e wreg, d’e vreur, da general ar Boisdeffre, chef état-major al lu gall, da brezidant ar republik, hag e keit-se e veze sellet pizh ouzh e holl eskemmoù gant ar velestradurezh.

En e lizheroù e tifenne Dreyfuss Ingal e ennor, o youc’hal d’ar bed e oa digablus anezhañ, ha dreist-holl o c’houlenn ma vefe addigoret an enklask, d’e zieubiñ.

Gant daou viz dale e teue dezhañ e lizheroù, kuzhet e oa bet dezhañ lizheroù zo a-berzh e wreg ha graet o doa hevelep tra gant e re dezhañ. Adkopiet e voent adalek miz Meurzh 1897 gant « un dorn boutin » eus ar velestradurzezh.

En e gaieroù e voe kavet skrivet alies anv e wreg ha lunioù geometriezh.

Dalc’het e veze pell diouzh araokadurioù e doser, ne glaskas koulskoude morse terc’hout ha morse ne c’hoarvezas dezhañ skeiñ gant ur gward.

Prosez

Pa erruas Dreyfus e voe hejet ar salliad a-bezh gant ur meskaj a spont hag a gendruez, abalamour d’e neuz treut ha stegnet ! Gant kement a gomzoù bet er c’hazetennoù war e chouk, e yae war raok gant ur paz mibin ha dillo. Addegaset e voe d’ar gouloù, un den paour e truilloù. Un voulen a gig bev, bet kaset ha digaset e-kreiz c’hoari ha tabutoù, etre an daou gamp hag abaoe c’hwec’h vloaz n’en doa ket bet ur vunutenn ehan, o paouez dont deus Amerika, evit ruillal barzh hon emgann. Hogen Dreyfuss noa pignet teir bazenn war al leurennig, pazenn nevez e reuziadenn.

D’an 9 a viz Gwengolo, e voe barnet adarre evit « treitouriezh », ar wech-mañ gant degouezhioù skañvausoc’h, kondaonet eta da 6 vloaz bac’hadur. Diwar ali e alvokaded, e sinas un azgalv mont e kasasioun. Gant stad fall e yec’hed e oa enkreze darn, ma vefe adkaset d’an toull. Goude un tabut rust, e voe disrannet skipailh begenn an dreyfusarded (Clemenceau, Jaurès, Millerand…), hag e teuas a-benn e vreur da gendrec’hiñ anezhañ, chom hep mont e kasasion ha neuze sinañ ar gwir da vezañ graset. D’an 19 a viz Gwengolo 1899, e voe graset gant prezidant ar Republik. Koulskoude ne oa ket echu ar stourm evit ma vefe torret e gablusted. Torret e voe evel-henn e statud a verzher.

Ne oa ket laouen lod eus an dud hag o doa difennet start anezhañ (Labori, Picquart, Clemenceau), gant an trec’h noa bet Dreyfuss. Evito en doa treitouret o stourm a justis, en ur sinañ gant gouarnamant Pierre Waldeck-Rousseau, ha d’o soñj n’en doa ket a-walc’h a anaoudegezh e-keñver ar re a oa en emouestlet evitañ.

Notennoù


Levrioù

Liammoù diavaez