Ar Brezhoneg hag ar Feiz A zo breur ha c'hoar e Breizh
Ar Brezhoneg hag ar Feiz A zo breur ha c'hoar e Breizh zo unan eus krennlavaroù ar vrezhonegerien gristen. Brudet eo bet gant Bleun Brug Yann-Vari Perrot. Koshoc'h eo al lavar avat.
Rimadell
Savet eo gant div werzenn a seizh silabenn pep hini.
Istor
- Kentañ ma voe embannet e oa en Nouvelles conversations en breton et en français e 1857, er bajenn 126, ma'z eo skrivet Ar Brezonek hagarfeiz A zo breur ha c'hoar e Breiz.
- Hen adkavout a reer e 1876 war bajenn-dal an Nouveau Dictionnaire pratique Breton-Français du dialecte de Léon, gant A.-E. Troude, skrivet evel-hen: Ar brezounek hag ar Feiz A zo breur ha c'hoar e Breiz.
- E 1906 e Sarmoniou an Aotrou Quere e kaver un doare damheñvelik :
- Ha goude he varo
- Pell c’hoaz e komzo,
- Keit ha ma vo e Breiz,
- Ha Brezonek ha Feiz[1].
Diwezhatoc'h eo e voe adkemeret gant Yann-Vari Perrot.
Hiziv
Gant ar ger-stur-se e c'haller muzuliañ hiriv ar c'hemmoù bras c'hoarvezet e Breizh abaoe ar c'houlz-se.
Notennoù ha daveennoù
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontMarie-Antoinette AostriaDibar:KlaskDibar:KemmoùDiwezhañEil Brezel-bedWikipedia:Porched ar gumuniezhWikipediaWikipedia:SkoazellBrezhonegN'eus ket eus arc'hoazhAlamagnWikipedia:Kumuniezh/An davarnKaozeal:N'eus ket eus arc'hoazhDibar:MaC'haozeadennoùDekiDigimonC'hoari ar misionerWikiDibar:MaDegasadennoùSaoznegGopr hollvedelRummad:Kumunioù Aodoù-an-ArvorPlourivoùRepublik KoreaCascading Style SheetsGran Turismo (heuliad c'hoarioù video)MezegiezhTeknologiezhStadoù-Unanet AmerikaCreative CommonsISO 8601Wikipedia:Menegit ho taveoùNaonedRouantelezh-UnanetWikimedia FoundationWikipedia:Poull-traezhWikipedia:Pajennoù da nullañGoogle