Ar Gouloù Gwenn

Ar Gouloù Gwenn a zo anv ur gelaouenn bet kensavet e C'hwevrer 2019 gant Tepod Mab Kerlevenez ha Yann Mikael diwar varvidigezh Kannadig Imbourc'h e dibenn ar bloaz 2018. Embann a ra pennadoù diwar-benn ar c'heleier etrevroadel gant ur sell broadel brezhon. Pemp niverenn ar bloaz da vihanañ a vez embannet, dreistkementet a-wechoù gant niverennoù dibarek gouestlet d'un dodenn resis. Un ti-embann eo ivez.