Bag-kanoliañ

Ul lestr-brezel skañv, bihan e galandour eo ar vag-kanoliañ. Armet eo gant ur c'hanol da nebeutañ. Implijet ez eus bet bagoù-kanoliañ e broioù tramor trevadennet pe dindan dalc'h dreist-holl. Gellout a reer o implijout war stêrioù.

Ur film bet sevenet e 1966 gant Robert Wise, The Sand Pebbles a gont darvoudoù c'hoarvezet da skipailh ur vag-kanoliañ amerikan war ar Yangtze e Sina e 1926. Savet eo bet ar senario gant Robert Anderson diwar ur romant gant Richard McKenna. E-touez an aktourien e weler Steve McQueen, Richard Attenborough, Candice Bergen, Emmanuelle Arsan, Makoto Iwamatsu...