Breuriezh Sant Erwan

Breuriezh sant Erwan zo ur gevredigezh kristen hag a dolp kristenion vrezhoneger 'zo eus Bro-Dreger evit aozañ devezhioù-studi diwar-benn testennoù eus an Iliz.

Krouet e voe e 1962 gant Per Bourdellez, Armañs ar C'halvez ha Yann Talbot. Eil anv ar gevredigezh-se zo Beleion Breizh. Aozañ a ra devezhioù studi ha pedenn e presbital Brelevenez e Lannuon, div pe deir gwezh ar bloaz. E 2012 hag e 2013 e oa bet graet studioù diwar-benn testennoù Sened Meur Vatikan II[1] E 2014 ez eus bet aozet un devezh-studi a-zivout pedenn ar Pater noster.[2].

Notennoù ha daveennoù