Buenos Aires (proviñs)

Proviñs Buenos Aires zo unan eus proviñsoù Arc'hantina, hag ar vrasañ, ar binvidikañ, hag an hini enni ar muiañ a dud, gant 13 827 203 annezad e 2001. Gant se eo hounnezh he deus ar muiañ a bouez.La Plata eo ar gêrbenn anezhi, ha 729 221 a dud enni. Kêr Buenos Aires, kêr emren ha distrito federal, n'emañ ket e Proviñs Buenos Aires.

Setu pelec'h emañ Proviñs Buenos Aires
Banniel Proviñs Buenos Aires


Douaroniezh

Emañ er rannvro kreiz-reter, hag en hanternoz dezhi emañ proviñsoù Entre Ríos ha Santa Fe, er c'huzh-heol re Córdoba, La Pampa ha Río Negro, er c'hreisteiz hag er reter ar Meurvor Atlantel, hag er biz proviñs Río de la Plata. Evel un enezenn enni emañ kêr Buenos Aires, a zo bet distaget diouzh ar broviñs e 1880. Gant 307.571 km², hag 11,06% eus gorread ar vro, eo ar vrasañ eus proviñsoù Arc'hantina.

Lennoù

Meur a lenn zo, anvet lagunas:

  • laguna de Mar Chiquita
  • laguna de Gómez, laguna El Carpincho, laguna Mar Chiquita de Junín.
  • laguna Epecuén
  • laguna Las Toscas
  • laguna de Lobos
  • laguna de Rocha
  • laguna de los Padres

Traezhennoù

Menezioù

  • Sierra de la Ventana
  • Sierra de Tandil

Monumantoù

  • penniliz Luján
  • La iliz-veur La Plata

Melestradurezh

Rannoù Proviñs Buenos Aireshag he c'herbenn La Plata (pik ruz).

Rannet eo ar broviñs etre 134 "partido". Partido Patagones eo ar brasañ, gant 13.600 km², ha partido Vicente López eo ar bihanañ, gant 33 km².

Liammoù diavaez

: gwel dre loarell eus de Buenos Aires



Proviñsoù Arc'hantina

An 23 froviñs :
Buenos Aires Catamarca Chaco Chubut Córdoba Corrientes Entre Ríos Formosa Jujuy La Pampa La Rioja Mendoza Misiones Neuquén Río Negro Salta San Juan San Luis Santa Cruz Santa Fe Santiago del Estero Tierra de Fuego Tucumán

Evit an distrito federal, klask Kêr Buenos Aires