C'hios

C'hios (Χίος e gregach kozh ha nevez; distaget: [ˈçio̞s] e gresianeg a-vremañ) zo un enezenn eus Hellaz, er Mor Enezek, 7 km e-maez da aod Turki.

Enez C'hios
Enez C'hios gwelet eus an oabl

Istor

Ragistor

Furchadegoù e C'hios o deus diskouezet e oa tud o chom eno adalek Nevezoadvezh ar Maen da vihanañ. Mougevioù a oa annezet e Hagios Galas, en hanternoz, hag ur vered en Emporeio er c'hreisteiz. Pegen pouezus avat e oant a zo diaes da lavarout. Etre 1952 ha 1955 e voe furchet Emporeio[1].

Marevezh klasel

Unan eus an 12 keoded ar C'hevre Ionian e oa C'hios. A-benn fin ar VIIvet kantved kt JK e oa ar geoded kentañ oc'h ober pezhioù moneiz, gant ar sfiñs da arouez, e-pad 900 vloaz. Etre ar Vvet kantved kt JK hag ar IVe kantved kt JK e oa kresket ar boblañs betek 120,000 den, da lavarout eo tost da deir gwech kement hag e 2005.

Marevezh Hellenadek

Un tamm a-raok marevezh mestroni Makedonia war keodedoù Hellaz e oa ur skol retorik e C'hios, digoret gant Isokrates[2].

Lazhadeg C'hios, hervez Eugène Delacroix Mirdi al Louvre, Pariz).

Notennoù