Chunta Aragonesista
Ar Chunta Aragonista (Kuzul Aragonat) a zo ur strollad emverour eus an tu-kleiz a zifenn gwirioù rannvro Aragon e bro-Spagn. Goulenn a ra krouidigezh ur stad kevreadel, muioc'h a beadra evit Aragon hag ur gwarez gwelloc'h eus an endro. Difenn a ra ivez ar yezh aragonek.
Un ezel eus Emglev Libr Europa eo.
Nav c'hannad he deus e parlamant Aragon, ur c'hannad e parlamant Madrid, José Antonio Labordeta, hag ur c'hannad he do bremaik e Parlamant Europa da-heul un emglev gant strolladoù rannvroel arall.
Bizén Fuster eo penn ar strollad.
Liammoù diavaez
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontDibar:KemmoùDiwezhañDibar:KlaskEil Brezel-bedWikipediaWikipedia:Porched ar gumuniezhPatrick Le BescoKantikou Brezonek Eskopti Kemper ha LeonWikipedia:SkoazellBrezhonegSimo HäyhäDukarkBloavezhioù 530Wikipedia:Kumuniezh/An davarnEuropaWikipedia:Pajennoù da nullañMoudennSkoazell:Kont implijerRouantelezh-UnanetWikipedia:Diwar-bennHengerddMarie-Antoinette AostriaStadoù-Unanet AmerikaA Little RomanceAnnie OakleyPorched:TimbrouriezhWikipedia:Pajenn bersonelWikipedia:Porched ar porchedoùLimaRummad:Kumunioù Aodoù-an-ArvorDibar:MaC'haozeadennoùMosin-NagantBengaluruJuan Antonio VillacañasFlandrez FrañsFellasionSkoazell:SkoazellFanny Hill