Ciarán

anv paotr

Ciarán zo un anv-bihan iwerzhonek. Distaget e vez [ciəˈɾˠaːn̪ˠ] en iwerzhoneg, [ˈkɪərɒːn] e saozneg Iwerzhon. E saozneg e vez skrivet Ciaran, Kieran, Keiran, Keiron, Keiren pe Kiran.

Un deverad eus ar ger ciar eo, hag a sinifi "teñval"[1], gant an dibenn bihanaat án. "Duard" eo ster Ciarán eta.

Ciara eo ar stumm benel, saoznekaet a-wechoù e Keira, Kiara pe Kiera.

Gant lod eo bet tostaet d'an anv Piran : er VIvet kantved e veve sant Piran ha sant Ciarán Saighir, ha d'ar 5 a viz Meurzh e vez lidet gouelioù an eil sant hag egile.

Sent

Meur a sant zo anvet Ciarán :

  • Ciarán Cluain Mhic Nóis
  • Ciarán Saighir

Tud all

  • Ciarán Bourke (1935-1988), kaner ha soner iwerzhonat
  • Ciarán Carson (1948-2019), skrivagner eus Hanternoz Iwerzhon
  • Ciaran Clark, melldroader saoz hag iwerzhonat
  • Ciarán Hinds, aktor
  • Ciarán McMenamin, aktor eus Hanternoz Iwerzhon
  • Ciarán Power, marc'hhouarner

Korventenn

  • Ar gorventenn Ciarán[2][3] he doa graet reuz e Breizh[4] hag e broioù all e kornôg Europa e deroù miz Du 2023.

Notennoù