Clara

anv merc’hed

Clara zo un anv-badez alamanek ha spagnolek, hag a gaver e meur a yezh. D'an 11 a viz Eost e vez lidet.

Gerdarzh

Deuet eus an anv-gwan latin clarus, clara, clarum, "sklaer".

Yezhoù all

  • Chiara ha Clarice, en italianeg.
  • Claire e galleg, hag an adstummoù Clarisse, Clairette.
  • Clare e saozneg.
  • Klara en alamaneg ha brezhoneg.

E brezhoneg

  • Klara eo an anv meneget e Buhez ar Sent, e 1912[1] evit ar santez italian Chiara d'Assisi. D'an 12 a viz Eost eo lakaet, daoust ma oa marvet ar santez d'an 11 a viz Eost.
  • E Geriadur Vallée e kaver, er pennad "clair": Sklaer, Sklaera, Yuna(ñ).
  • Sklêrijenn, Sklaerenn, Sklaera pe c'hoazh Sklaerder eo ar stummoù brezhonek a gaver koulskoude en deiziadurioù brezhonek, diazezet moarvat war levr Gwennole ar Menn, Grand choix de prénoms bretons, e 1995[2] ma n'eus meneg ebet ken eus an anv Klara.
  • Sklaerder a gaver en anv Itron Varia ar Sklaerder, e Ploumanac'h, e Treger. N'eo ket anavezet evel anv-badez koulskoude.
  • A-wechoù e vez kemmesket an anv gallek Claire ha hini ar santez vrezhon Klervi.

Tud

Clara Betner
Clara Kimball Young
Clara Maffei
Clara Schumann

XIIIvet kantved

XVIvet kantved

XVIIvet kantved

XIXvet kantved

  • Clara Maffei (1814-1886), broadelourez italian
  • Clara Schumann (1819-1896), pianoourez ha sonaozourez alaman
  • Klara Hitler (1860-1907), mamm Adolf Hitler
  • Clara Bonde, dimezell a enor e lez Sveden

XXvet kantved

  • Clara Kimball Young (1890-1960), aktourez stadunanat e filmoù digomz,
  • Clara Bow (1905-1965), aktourez stadunanat e filmoù digomz,
  • Clara Thalmann (1908-1987)
  • Clara Betner (1922-2012), kanerez klasel italian
  • Clara Bindi ( ganet e 1927), aktourez italian

XXIvet kanved

  • Clara Morgane (ganet e 1981), luskerez skinwel ha diskouezerez-c'hiz c'hall, bet kroget evel aktourez pornografek.

Lennegezh

  • Klara Sesemann, e romantoù Heidi, gant Johanna Spyri

Lec'hioù

Notennoù