Clarice Orsini

Clarice Orsini (Roma war-dro 1453 – Firenze, 1487), zo ur briñsez italian, merc'h da Jacopo ha Maddalena Orsini, hag a zimezas da Lorenzo il Magnifico. Mamm e oa d'ar pab Leon X.

Ardamezioù an tiegezh Orsini.
Poltred Clarice Orsini (marteze) gant Sandro Botticelli

Dimeziñ

E 1468 e voe an dimeziñ, ha d'ar 4 a viz Mezheven 1469 e voe graet an eured. Ar c'hentañ Medici e voe Lorenzo da zimeziñ d'ur plac'h eus an noblañs. Evel-se e voe skoulmet un emglev etre an tiegezhioù Medici hag Orsini a vo an alc'hwez a zigoro an nor da limestra ar gwiskamant kardinal d'o mab Giovanni. O mab Piero a zimezas ivez d'ur plac'h eus an tiegezh Orsini

Bugale

Nav bugel o devoe. Darn anezho a voe bras o levezon en istor Firenze ha hini Italia an Azginivelezh.

AnvGanet er bloavezhMarvet er bloavezhEvezhiadenn
Lucrezia14701553Pried da Jacopo Salviati
Daou c'hevell dizanv14711471Marvet nebeudik goude bout ganet
Piero14721503Aotrou e Firenze, pried da Alfonsina Orsini
Maddalena14731528Pried da Franceschetto Cybo
Giovanni14751521Kardinal, ha pab Leon X
Luisa14771488Pried e oa da vezañ da Giovanni il Popolano, mervel a eure en-krennardenn
Contessina14781515Pried da Piero Ridolfi
Giuliano14791516Dug Nemours, pried da Filiberta di Savoia

Pennadoù kar