Cuthred Wessex

Cuthred Wessex a voe roue Wessex eus 740 (739 hervez Simeon Durham, 741 hervez John Worcester) betek 756. War-lerc'h Æthelheard Wessex - ur c'har dezhañ, e vreur matreze - e teuas. En ur mare ma oa Mercia rouantelezh galloudusañ bro-Saoz ez eas da roue Cuthred ha posupl eo e voe skoazelet Cuthred gant Æthelbald Mercia e deroù e ren[1] Stourn a rejont alies an divv riez avat[2] met sujet da Æthelbald Mercia e chomas war a seblant ha rediet e voe da vrezeliñ evitañ ouzh ar gembreiz e 743.

Rouantelezhioù Peden e marevezh Cuthred

Ret e voe da gCuthred enebiñ ouzh emsavadeg Æthelhun e 750 ha lazhet e voe an aetheling Cynric e 748. E 752 e teuas a-benn da faezhañ Mercia en Emgann Battle Edge ha gounid a reas frankiz e rouantelezh[3]. Ouzh ar gerneveuriz e stourmas e 753 ivez.

Daveoù


Levroniezh

Andonoù reizh

'

Testenoù arall

En e raok:
Æthelheard Wessex
Roue Wessex
)
War e lerc'h:
Sigeberht Wessex