Doctor Zhivago (film)

Doctor Zhivago zo ur film saoznek, sevenet gant ar filmaozer breizhveuriat David Lean e 1965.

Omar Sharif ha David Leane
o prientiñ unan eus darvoudoù ar film.

C'hwezekvet film hir Lean eo Doctor Zhivago, deuet e-maez da-heul The Greatest Story Ever Told (miz C'hwevrer 1965) hag a-raok Ryan's Daughter (1970).

Gopret e voe pemp gwech da-geñver an 38vet Academy Awards bet dalc'het d'an 18 a viz Ebrel 1966 e Santa Monica (Kalifornia).

Fichenn deknikel

  • Doare : Brezel, Drama,
  • Skoazellerien-sevener : José María Ochoa, Roy Rossotti, Roy Stevens ha Pedro Vidal,
  • Senario : Robert Bolt, azasaet diwar ar romant Doctor Zhivago (Доктор Живаго, 1957) gant Boris Leonidovic Pasternak,
  • Kevredadoù produiñ : A Carlo Ponti Production, Metro-Goldwyn-Mayer ha Sostar S.A.,
  • Produourien : David Lean ha Carlo Ponti,
  • Renerien broduiñ : Stanley Goldsmith, Agustin Pastor ha Douglas Twiddy,
  • Kevredad dasparzhañ : Metro-Goldwyn-Mayer,
  • Rener ar skeudenniñ : Nicolas Roeg ha Freddie Young,
  • Ijinour ar son : Paddy Cunningham,
  • Aozer ar sonerezh orin : Maurice Jarre,
  • Kinklour : John Box,
  • Dilhataerez : Phyllis Dalton,
  • Farder : Mario van Rie,
  • Perukennerezed : Anna Christofani ha Gracia de Rossi,
  • Skriptourez : Barbara Cole,
  • Frammer : Norman Savage,
  • Kenurzhier an efedoù arbennik : Eddie Fowlie,
  • Prantad filmañ : adalek ar 5 a viz Genver betek ar 7 a viz Here 1965,
  • Lec'hioù filmañ : Alberta (Kanada), Helsinki, Joensuu, Koli, Punkaharju ha Pyhäselkä (Finland), Canillas, Granada, Guadix, Madrid ha Soria (Spagn),
  • Deiziadoù dont e-maez : 22 a viz Kerzu (New York) ha 31 a viz Kerzu 1965 ( Stadoù-Unanet),
  • Padelezh : 197'.

An danvez

Tanya Komarova ha Yevgraf Zhivago.

En URSS ar bloavezhioù 1950 : emañ ar jeneral Yevgraf Zhivago o klask war-lerc'h ar verc'h o devoa bet e hantervreur Yuri hag e wreg kleiz Lara. Setu m'eo deuet da atersiñ ur plac'h yaouank, Tanya hec'h anv-bihan, hag a zo o labourat en ur stankell dourdredan. Siwazh n'he deus ket dalc'het soñj ebet nag eus he mamm nag eus he zad : stagañ a ra ar jeneral da gontañ istor e hantervreur dezhi neuze :

Er bloavezhioù a-raok ar Brezel-bed kentañ. Ent yaouank e koll Yuri Zhivago e vamm ha bod a gav-eñ e ti mignoned dezhi — Alexander hag Anna Gromenko — ma vo desavet gante a-gevret gant o merc'h Tonya, e Moskov (Impalaeriezh Rusia d'ar mare-se). Ne chom dezhañ nemet ur balalaika da zelc'her koun anezhi. Aet da studier war ar vezegiezh en deus kendalc'het da sevel barzhonegoù e-keit ha m'edo e Pariz. Distroet da Voskov en deus tro da reiñ dorn d'e gelenner a zo bet galvet gant an uheliad Victor Komarovsky d'ober war-dro e wreg kleiz : klasket he deus en em lazhañ goude kompren en devoa Komarovsky d'ober gant... he merc'h Larissa.

Un nebeud komedianed

  • Omar Sharif : an aotrou Doktor Yuri Andreyevich Zhivago,
  • Julie Christie : Larissa "Lara" Antipova,
  • Alec Guinness : an aotrou jeneral Yevgraf Andreyevich Zhivago (hantervreur da Yuri),
  • Geraldine Chaplin : Tonya Zhivago (gwreg Yuri),
  • Rod Steiger : Victor Ipolitovich Komarovsky,
  • Tom Courtenay : Pavel Pavlovich "Pasha" Antipov/Strelnikov,
  • Siobhan McKenna : Anna Gromeko,
  • Ralph Richardson : Alexander Maximovich Gromeko,
  • Jeffrey Rockland : Sasha,
  • Klaus Kinski : Kostoyed Amoursky,
  • Adrienne Corri : Amelia,
  • Tarek Sharif : Yuri d'e eizh vloaz,
  • Rita Tushingham : Tanya Komarova/ar plac'h yaouank[1],
  • Bernard Kay : ar bolchevik Kuril,
  • Gerard Tichy : Liberius,
  • Noel Willman : Razin,
  • Geoffrey Keen : an aotrou kelenner Boris Kurt,
  • [...].

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveennoù