Emgann Incheon

Emgann Incheon (Koreaneg: 인천상륙작전; Hanja: 仁川上陸作戰; RR: Inchon Sangnyuk Jakjeon) a oa bet un emgann a bouez e-kerzh Brezel Korea stourmet en Incheon, e Korea ar Su a-vremañ. Un trec'h strategel peurglok e voe evit an United Nations Command (UN). 75 000 soudard ha 261 bag brezel a gemeras perzh en un dilestraedeg d'ar 5 a viz Gwengolo 1950. Deuet e oa an ABU a-benn da adkemer Seoul, kêr-bennn Korea ar Su, un nebeud sizhunioù goude an oberiadur. Anv kod an oberiadur a oa Operation Chromite.

Emgann Incheon
emgann
Rann eusBrezel Korea Kemmañ
Anv er yezh a orin인천 상륙 작전, Battle of Inchon Kemmañ
Anv kuzh ar raktresOperation Chromite Kemmañ
StadFirst Republic of South Korea Kemmañ
Lec'hIncheon Kemmañ
Daveennoù douaroniel37°29′0″N 126°38′0″E Kemmañ
Deiziad19 Gwe 1950 Kemmañ
Deiziad kregiñ15 Gwe 1950 Kemmañ
Deiziad echuiñ19 Gwe 1950 Kemmañ
Present in workInchon, Memories of War Kemmañ
PerzhiadStadoù-Unanet Kemmañ
Map
Penn uhel nerzhioù an ABU, ar jeneral Douglas MacArthur, oc'h evezhiañ un tank norzhkorean distrujet

E tu an arme stadunanat e oa bet: 224 den lazhet, 809 gloazet; 2 vorreder brezel drastet, 3 lestr-distruj drastet, 1 sampan armet drastet, 1 LST distrujet ha 3 drastet, ur c'harr-nij distrujet. E tu Norzhkoreiz e voe 1350 den lazhet, 1 c'hreñvlec'h drastet, 1 vag ambrougañ distrujet, 1 c'harr-nij distrujet.