Foulk V

Foulk V, pe Foulk Yaouank, ganet war-dro 1090 en Anje, marvet d'an 10 pe 13 a viz Du 1143 en Acre, a voe kont Anjev ha Teurgn eus 1109 da 1129, kont Maine eus 1110 da 1129, ha roue Jeruzalem eus 1131 betek 1143. Mab yaouañ Bertrada Montfort ha Foulk Rekin, kont Anjev ha Teurgn, e oa.

Douaroù Foulk V

E lezvreur henañ Jafrez IV a oa emsavet a-enep d'o zad. Mont a reas Foulk a-du gant e dad a-enep d'e vreur. Muntret e voe Jafrez e seziz Candé en 1106, mervel a reas Foulk kozh en 1109. Neuze eo e teuas Foulk yaouank da vout kont Anjev ha Teurgn.

Kont Anjev ha Maine

E gentañ preder evel kont Anjev eo lakaat e wizien da blegañ d'e lezenn, ha re Amboise da gentañ penn. Kemer a reas meur a gastell hag o distruj dre ma lakaent e c'halloud en arvar. Dimeziñ a reas da Eremburga Maine, merc'h pennhêrez Hélie de Beaugency, pe Élie Iañ Maine, kont Maine. Gant an dimeziñ-se e oa stag Maine hag Anjev da-vat. Met ret e voe diwall ouzh ar skoilhoù etre Herri Iañ, a oa roue Bro-Saoz ha dug Normandi war un dro, ha Loeiz VI, roue Bro-C'hall. Dimeziñ a reas e verc'h da Herri Iañ e 1113.

En 1120 ez eas d'an Douar Santel da vrezeliñ hag e kasas e verc'h Sibylle gantañ. Pa zistroas e reas emglev gant ar roue gall hag e roas skoazell dezhañ ouzh an impalaer Herri V an Impalaeriezh Santel hag ar roue saoz Herri Iañ (Bro-Saoz).


Dimeziñ a reas e verc'h Sibylle da Guillaume Cliton, hag e vab Jafrez V a zimezo en 1128 da Matilda Bro-Saoz, merc'h da Henri Beauclerc, intañvez an impalaer Herri V an Impalaeriezh santel.

Diwar-lerc'h an eured-se e teu an Tiegezh Plantagenêt.

Roue Jeruzalem

Eured Foulk Anjev ha Melisenda Jeruzalem
Marv Foulk goude kouezhet diwar varc'h. Guillaume de Tyr, XIIIvet kantved

E-kerzh e veaj kentañ d'an Douar Santel e 1120, en doa tapet brud vat, ha pa intañvas e 1126, e voe kinniget dezhañ goulenn Melisenda, rouanez Jeruzalem, merc'h Baldoenn II (roue Jeruzalem). Distreiñ a reas da Balestina e 1129 eta, hag e laoskas e holl vadoù gant e vab Jafrez V.

Eno, pa varvas Baldoen II en 1131, e voe dilennet da roue Jeruzalem.

Eured ha bugale

Div wech e timezas:

  • e 1110 da Eremburga Maine († 1126), kontez Maine, merc'h da Élie Iañ Maine (pe Hélie de Beaugency), kont Maine, ha Mathilde Château-Du-Loir, ha bugale dezho :
  • Jafrez V le Bel pe Plantagenêt († 1151), kont Anjev, Teurgn, ha Maine, ha dug Normandi,
  • Élie II († 1151), kont Maine
  • Mathilde († 1119), dimezet da William Adelin († 1120), mab pennhêr ar roue Herri Iañ (Bro-Saoz)
  • Sibylle († 1119), dimezet en 1121 da Guillaume Cliton. Torret e voe an dimeziñ en 1124, hag addimeziñ a reas en 1139 gant Thierry Elzas, kont Flandrez.

Goude intañviñ e timezas da Melisenda, rouanez Jeruzalem (1101 - 1161), merc'h da Baldoen II, roue Jeruzalem, ha Morfia Malatya. Daou vab o doe :

  • Baldwin III (1131 - 1163), roue Jeruzalem,
  • Amaury Iañ (1136 - 1174), roue Jeruzalem.

E varv

Mervel a eure en Acre d'an 10 a viz Du 1143, goude kouezhañ diwar e varc'h. E zaou vab, Baldwin hag Amaury, a renas war e lerc'h , a bep eil.

Liammoù