Friday the 13th (frañchiz)

Friday the 13th zo ur frañchiz filmoù spont stadunanat gant 12 film slasher, ur stirad skinwel, romantoù, comics, c'hoarioù video, ha bitrakoù lies. Ar frañchiz a zo diazezet war an dudenn ijinet, Jason Voorhees, a oa beuzet en ul lenn e Kamp Crystal Lake dre ma oa re zisoursi labourerien ar c'hamp bugale. Degadoù a vloavezhioù war-lerc'h , al lenn a vez kontet da vezañ milliget ha krog eur gant un heuliad lazhadegoù bras. Jason a adkaver en holl filmoù, pe evel muntrer pe evel awen d'al lazhadegoù.

Friday the 13th (frañchiz)
heuliad filmoù, media franchise
TitlFriday the 13th Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwelsaozneg Kemmañ
SevenerSean S. Cunningham Kemmañ
SenarioourVictor Müller Kemmañ
Embregerezh produiñParamount Pictures Kemmañ
Roll an tudennoùlist of Friday the 13th characters Kemmañ

Ar film orin, o vezañ bet krouet evit rastellat arc'hant goude berzh bras ar film Halloween (1978), a oa bet skrivet gant Victor Miller ha produet ha renet gant Sean S. Cunningham. Ar filmoù o deus bet rastellet en holl 468 milion a zollarioù er sinema ha dre ar bed.

Frank Mancuso, Jr., bet produer evit meur a film, en deus produet ivez ur stirad skinwel Friday the 13th: The Series goude an embann gant Paramount eus Jason Lives. Ar stirad skinwel ne oa ket liammet ouzh ar frañchiz na dre tudenn ebet na dre darvoud ebet, krouet e oa bet war ar mennozh "chañs fall ha mallozhioù", ar pezh a oa un arouez eus aergelc'h ar filmoù. Pa oa perc'henn Paramount war ar frañchiz, pevar film a oa bet adsavet e stumm romantoù, gant Friday the 13th Part III adsavet gant daou skrivagner disheñvel. Pa oa bet gwerzhet ar frañchiz da New Line Cinema, Cunningham a oa distroet evel produer o vezañ e penn daou film ouzhpenn, hag ouzhpenn-se unan kemmesk etre tudennoù Freddy Krueger eus ar frañchiz A Nightmare on Elm Street ha Jason Voorhees. Gant New Line Cinema, trizek danevell ha meur a gomics a oa bet embannet.

Ar filmoù n'int ket gwelet mat gant ar vurutelladennerien, met Friday the 13th a zo unan eus frañchizoù brudetañ ha gant berzh en SUA.

Filmoù

FilmDeiziad embann SUARener(ien)SenariouerIstorProduer(ien)
Friday the 13th9 a viz Mae 1980Sean S. CunninghamVictor MillerSean S. Cunningham
Friday the 13th Part 21 a viz Mae 1981Steve MinerRon KurzSteve Miner
Friday the 13th Part III13 a viz Eost 1982Carol Watson & Martin KitrosserFrank Mancuso Jr.
Friday the 13th: The Final Chapter13 a viz Ebrel 1984Joseph ZitoBarney CohenBruce Hidemi Sakow
Friday the 13th: A New Beginning22 a viz Meurzh 1985Danny SteinmannDavid Cohen, Danny Steinmann & Martin KitrosserDavid Cohen & Martin KitrosserTimothy Silver
Friday the 13th Part VI: Jason Lives01 a viz Eost 1986Tom McLoughlinDon Behrns
Friday the 13th Part VII: The New Blood13 a viz Mae 1988John Carl BuechlerDaryl Haney & Manuel FidelloIain Paterson
Friday the 13th Part VIII: Jason Takes Manhattan28 a viz gouhere 1989Rob HeddenRandy Cheveldave
Jason Goes to Hell: The Final Friday13 a viz Eost 1993Adam MarcusDean Lorey & Jay HuguelyDean Lorey, Jay Huguely & Adam MarcusDebbie Hayn-Cass & Sean S. Cunningham
Jason X26 a viz Meurzh 2002[note 1]James IsaacTodd FarmerNoel Cunningham
Freddy vs. Jason15 a viz Eost 2003}}Ronny YuMark Swift & Damian ShannonSean S. Cunningham
Friday the 13th13 a viz C'hwevrer 2009Marcus NispelMark Swift & Damian ShannonMark Swift, Mark Wheaton & Damian ShannonBrad Fuller, Andrew Form, Michael Bay & Sean S. Cunningham

Notennoù ha daveennoù