Geriadur brezhoneg An Here
Geriadur brezhoneg An Here eo anv an eil geriadur brezhoneg embannet gant An Here e 2001[1] hag an hini brasañ. N'eo ket adembannadur hep skeudennoù geriadur 1995 eo hepken, rak daougementet eo niver ar gerioù ennañ : 21 300 pennger zo, gant skouerioù ha troiennoù.
Aozerien
Skrivet eo bet gant ur skipailh renet gant Martial Ménard hag Iwan Kadored, 47 den ennañ ; o anvioù a gaver er pajennoù kentañ. Ur bajenn zo ivez evit kinnig Kuzul skiantel ar geriadur, a oa kaset gant Per Denez ha 15 den all.
Danvez
Ar pennadoù zo bet skrivet gant tud a bep seurt, darn anezho gopret gant an embanner. Ur bern skouerioù zo tennet eus levrioù pe skridoù lennegel eus an XIXvet hag an XXvet kantvedoù, pe koshoc'h zoken.
Evezhiadennoù
- N'eus skouer ebet gant a-us, a gas da a-uc'h.
- Skrivet e vez hunvre, pa gaver huñvre (['hynvre]) e Dictionnaire breton français Roparz Hemon (1943).
- Skrivet e vez Stad, evel e meur a c'heriadur all, gant ur bennlizherenn evel e galleg, pezh ne vez ket degemeret gant ar re a skriv stad] diwar skouer ar yezhoù all.
- Meneg ebet eus ar rakger nann.
Pennad kar
Notennoù
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontMarie-Antoinette AostriaDibar:KlaskDibar:KemmoùDiwezhañEil Brezel-bedWikipedia:Porched ar gumuniezhWikipediaWikipedia:SkoazellBrezhonegN'eus ket eus arc'hoazhAlamagnWikipedia:Kumuniezh/An davarnKaozeal:N'eus ket eus arc'hoazhDibar:MaC'haozeadennoùDekiDigimonC'hoari ar misionerWikiDibar:MaDegasadennoùSaoznegGopr hollvedelRummad:Kumunioù Aodoù-an-ArvorPlourivoùRepublik KoreaCascading Style SheetsGran Turismo (heuliad c'hoarioù video)MezegiezhTeknologiezhStadoù-Unanet AmerikaCreative CommonsISO 8601Wikipedia:Menegit ho taveoùNaonedRouantelezh-UnanetWikimedia FoundationWikipedia:Poull-traezhWikipedia:Pajennoù da nullañGoogle