Gwilherm Iañ Provañs

Ur pennad Gwilherm Iañ zo ivez.

Gwilherm Iañ an Dieuber (~950 - 993), a voe kont ha priñs Provañs (968-993).

Gwilherm Iañ Provañs

Boson II, kont Arle, ha Constance Provañs e oa e dud.

Kont Avignon e voe (962), kont Provañs (972), markiz Provañs Arle (979) ha priñs Provañs en he fezh (991).

Ur eontr en doa, anvet Gwilherm ivez, hag abalamour da se e vez graet Gwilherm II Provañs anezhañ a-wechoù.

Dimezioù ha bugale

Div wech e timezas.

  1. Da Arsinde de Comminges, ha daou vugel o doe : Odile Provañs (Odile de Nice, ~976 – ~1032) ha Gwilherm II Provañs (~981 – kent an 30 a viz Mae 1018).
  2. Da Adelaid Anjev.