Inizi Pêr ha Paol
Inizi Pêr ha Paol (e portugaleg: Arquipélago de São Pedro e São Paulo) a zo un enezeg er biz da arvor Brazil, anezhi ur 15 a enezennoùigoù ha kerreg e-kreiz lodenn gehederel ar Meurvor Atlantel.
War-dro 625 km emaint er biz da Enez Fernando de Noronha, 990 km diouzh kêr Natal e Brazil, 1 630 km er mervent da inizi ar C'hab Glas, ha 1 824 km diouzh enezeg ar Bissagos, er-maez da aod Ginea-Bissau, en Afrika. Perc'hennet int gant Brazil, ha stag ouzh stad Pernambuco.
Istor
Dizoloet e voent dre zegouezh gant merdeerien bortugalat. Ur morlu a seizh karavelenn, d'an 20 a viz Ebrel 1511, dindan urzhioù Garcia de Noronha, a yoa war e hent d'an Indez, hag a reas e gentañ peñse (hervez al Livro das Armadas, n'eas nemet daou lestr betek penn ar veaj) .
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontMarie-Antoinette AostriaDibar:KlaskDibar:KemmoùDiwezhañEil Brezel-bedWikipedia:Porched ar gumuniezhWikipediaWikipedia:SkoazellBrezhonegN'eus ket eus arc'hoazhAlamagnWikipedia:Kumuniezh/An davarnKaozeal:N'eus ket eus arc'hoazhDibar:MaC'haozeadennoùDekiDigimonC'hoari ar misionerWikiDibar:MaDegasadennoùSaoznegGopr hollvedelRummad:Kumunioù Aodoù-an-ArvorPlourivoùRepublik KoreaCascading Style SheetsGran Turismo (heuliad c'hoarioù video)MezegiezhTeknologiezhStadoù-Unanet AmerikaCreative CommonsISO 8601Wikipedia:Menegit ho taveoùNaonedRouantelezh-UnanetWikimedia FoundationWikipedia:Poull-traezhWikipedia:Pajennoù da nullañGoogle