João IV
João IV de Portugal (Vila Viçosa 1604 – 1656 Lisboa ), lesanvet João o Restaurador, dug Bragança entre 1630 ha 1645, a oa roue Portugal hag an Algarves adal 1640 betek e varv. Gantañ e voe kaset brezel dizalc'hted Portugal goude ma oa bet aloubet ar vro gant Spagn.
E vuhez
Mab-bihan e oa da dugez Bragança, ha mab da Teodósio II Bragança (1568-1630), 7vet dug Bragança entre 1583 et 1630, ha da Ana Velasco (marvet en 1607). Anavezet e voe evel João II Bragança (1630-1640), pa oa 8vet dug Bragança.
Dimeziñ a reas d(ur briñsez spagnol Luisa de Guzmán e 1633. Seizh bugel o doe :
- Teodósio, Priñs Brazil (1634-1652), marvet divugel
- Ana Bragança (1635)
- Joana, Priñsez Beira (1635-1653)
- Catarina Bragança, rouanez Bro-Saoz (1638-1705)
- Manuel Bragança (1640)
- Afonso VI, roue Portugal war-lerc'h e dad (1643-1683)
- Pedro II Portugal, roue war-lerc'h e vreur Afonso (1648-1706)
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontMarie-Antoinette AostriaDibar:KlaskDibar:KemmoùDiwezhañEil Brezel-bedWikipedia:Porched ar gumuniezhWikipediaWikipedia:SkoazellBrezhonegN'eus ket eus arc'hoazhAlamagnWikipedia:Kumuniezh/An davarnKaozeal:N'eus ket eus arc'hoazhDibar:MaC'haozeadennoùDekiDigimonC'hoari ar misionerWikiDibar:MaDegasadennoùSaoznegGopr hollvedelRummad:Kumunioù Aodoù-an-ArvorPlourivoùRepublik KoreaCascading Style SheetsGran Turismo (heuliad c'hoarioù video)MezegiezhTeknologiezhStadoù-Unanet AmerikaCreative CommonsISO 8601Wikipedia:Menegit ho taveoùNaonedRouantelezh-UnanetWikimedia FoundationWikipedia:Poull-traezhWikipedia:Pajennoù da nullañGoogle