Kalliope
Kalliope (Καλλιόπη / Kalliópê, « mouezh kaer » e gregach) a oa merc'h da Zeus ha Mnemosyne, hag ar goshañ ha furañ eus an teir muzenn. Muzenn ar varzhoniezh veurganek hag an helavarded e oa Kalliope, ha hi an hini a roe an awen da Homeros pa savas an Ilias hag an Odysseia.
Mojenn
Daou vab he doe: Orfeüs ha Linos, pe gant an doue Apollon, pe gant Oiagros, roue Trakia.
Barnerez e voe en tabut a voe etre Afrodite ha Persefone diwar-benn Adonis.
Livet e vez evel ur plac'h meurdezus he neuz-dremm hag ur gurunenn aour war he fenn. Hervez Hesiodos e tiskouez homañ he renk e-touez ar muzezed arall. Gant garlantezioù eo-hi fichet. Ur drompilh a vez ganti en un dorn hag ur meurgan en egile.
Gwelet ivez
Liamm diavaez
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontMarie-Antoinette AostriaDibar:KlaskDibar:KemmoùDiwezhañEil Brezel-bedWikipedia:Porched ar gumuniezhWikipediaWikipedia:SkoazellBrezhonegN'eus ket eus arc'hoazhAlamagnWikipedia:Kumuniezh/An davarnKaozeal:N'eus ket eus arc'hoazhDibar:MaC'haozeadennoùDekiDigimonC'hoari ar misionerWikiDibar:MaDegasadennoùSaoznegGopr hollvedelRummad:Kumunioù Aodoù-an-ArvorPlourivoùRepublik KoreaCascading Style SheetsGran Turismo (heuliad c'hoarioù video)MezegiezhTeknologiezhStadoù-Unanet AmerikaCreative CommonsISO 8601Wikipedia:Menegit ho taveoùNaonedRouantelezh-UnanetWikimedia FoundationWikipedia:Poull-traezhWikipedia:Pajennoù da nullañGoogle