Kerentiad
Ar c'herentiad (liester : kerentiadoù) a zo anv ur rumm bennak, diazezet war ar gerentiezh hag ar peuzheñvelded.
En un doare ledan e komzer eus kerentiad ur yezh bennak.En un doare strizh e komzer eus kerentiad ar bevien
Gerdarzh
Dont a ra ar ger kerentiad eus kerent, liester ar ger kar, dezhañ ar ster bev pe un dra peuzheñvel.
Rummatadur ar bevien
Implijet e vez ar ger kerentiad e bevoniezh evel un derez e-barzh skeul rummatadur reizhiadek ar bevien evel m'en deus kinniget ober Carl von Linné. Etre an urzhiad hag an iskerentiad emañ.
Dibennoù-ger latin a verk ar renk e rummatadur ar bevien
E diwezh anvioù ar c'herentiadoù e kaver al lostgerioù latin -aceae evit ar plant, ar bezhin hag ar foue hag -idae evit al loened.
Skourioù:
- Loened: Cervidae, Hominidae, Cypraeidae
- Plant : Liliaceae, Simaroubaceae
Rummatadur ar yezhoù
Pa glask ar yezhoniourien keñveriañ an holl yezhoù e vezont sachet da rummata anezho dre o feuzheñvelderioù, dre gwriziennoù ar gerioù peurvuiañ. Da skouer e vez rummet ar yezhoù kar en Europa hag e Azia ha savet eo bet meizad kerentiezh ar yezhoù indezeuropek, war ur yezh ha n'eus roud ebet anezhi nemet dre stummoù zo a c'heller studiañ e yezhoù zo, koulz bev ha marv, evel al latin pe an etruskeg.