Khe Sanh
Khe Sanh zo kêr-benn distrig Hướng Hoá e Vietnam, lec'hiet eo 63 km er gornôg da Đông Hà. Brudet eo al lec'h evit bezañ bet tachenn emgann Khe Sanh.
Istor
Kêriadenn Khe Sanh a zo bet diazezet adal ur blantadeg kafe krouet e 1926 gant an imbourc'her ha naturelour gall Eugène Poilane. Pa grogas gant al labourioù e 1918 ne oa nemet un ti, hini an ijinour a oa karget eus al labourioù en hent trevadennel 9, kentañ hent graet gant mein e Laos.
E 1962, unvezhioù ispisial Stadoù-Unanet Amerika a savas eno ur vazenn gant un aerborzh bihan, ar pal a oa evezhiañ ar zonenn nann milourel etre Norzh ha Su Viêt Nam.
Etre an 21 a viz Genver hag an 8 a viz Ebrel 1968 e voe eno Emgann Khe Sanh.
Skeudennoù
- Sell hollek war kêriadenn Khe Sanh
- Gweledva bord an hent e Khe Sanh
- Mirdi ar bazenn milourel stadunanat e Khe Sanh
- Sell war ur c'hreñvlec'h bunker adsavet e Khe Sanh
- Distrujoù karbedoù e mirdi emgann Khe Sanh : penn a-dreñv un UH-1 ha biñs-tro (a seblant bezañ) hini ul Lockheed C-130 Hercules.
- Emgann Khe Sanh, sell adal ar bazenn dindan sez. Un F-4 Phantom II o vombeziñ a weler er foñs.
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontMarie-Antoinette AostriaDibar:KlaskDibar:KemmoùDiwezhañEil Brezel-bedWikipedia:Porched ar gumuniezhWikipediaWikipedia:SkoazellBrezhonegN'eus ket eus arc'hoazhAlamagnWikipedia:Kumuniezh/An davarnKaozeal:N'eus ket eus arc'hoazhDibar:MaC'haozeadennoùDekiDigimonC'hoari ar misionerWikiDibar:MaDegasadennoùSaoznegGopr hollvedelRummad:Kumunioù Aodoù-an-ArvorPlourivoùRepublik KoreaCascading Style SheetsGran Turismo (heuliad c'hoarioù video)MezegiezhTeknologiezhStadoù-Unanet AmerikaCreative CommonsISO 8601Wikipedia:Menegit ho taveoùNaonedRouantelezh-UnanetWikimedia FoundationWikipedia:Poull-traezhWikipedia:Pajennoù da nullañGoogle