La Garnache

kumun c'hall

La Garnache a zo ur gumun[2], bremañ e Vande.Ur gêr a 4 524 a annezidi enni eo (2011)

La Garnache
Ar maerdi.
Ar maerdi.
Ardamezioù
Bro istorelMarzioù Breizh
Melestradurezh
DepartamantVande
ArondisamantLes Sables-d'Olonne
KantonChallans
Kod kumun85096
Kod post85710
Maer
Amzer gefridi
François Petit
2020-2026
EtrekumuniezhCommunauté de communes du pays de Challans
Lec'hienn weblagarnache.fr
Poblañsouriezh
Poblañs5 220 ann. (2020)[1]
Stankter88 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
46° 53′ 29″ Norzh
1° 49′ 47″ Kornôg
/ 46.8913888889, -1.82972222222
Uhelderioùbihanañ 8 m — brasañ 52 m
Gorread59,49 km²
Lec'hiañ ar gêr
La Garnache

Douaroniezh

Dezougen

Istor

  • Savet e voe ar gumun e 1790. La Garnache a oa evit ul lodenn e Marzioù dispartiañ Breizh ha Poatev, etre Naoned ha Nervouster. Evit un darn – evit an hanter pe war-dro – e oa e-barzh "Marzioù boutin Breizh ha Poatev" betek 1789, da lavaret eo kement e Breizh hag e Bro-C'hall. Ar vourc'h avat ne oa ket er Marzioù, ha setu perak, pa oa bet savet an departamantoù, e oa bet staget pep tra ouzh Bro-C'hall war an diazez “an iliz a gas ar maezioù d'he heul”. Lakaet e voe da benn Kanton La Garnache da gentañ hag e Bann Challans. Lakaet e voe kumun en Arondisamant Les Sables-d'Olonne bet krouet e 1800 hag e Kanton Challans pa voe diskaret Kanton La Garnache e 1801[3].
  • Mervel a reas 158 gwaz eus ar gumun, da lavaret eo 4,50% eus ar boblañs e 1911, abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv[4].
  • Mervel a reas pemzek den ag ar gumun abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv[5] .

Monumantoù ha traoù heverk

  • Ar c'hastell.
  • Monumantoù ar re varv, luc’hskeudennoù[6],[7],[8],[9].

A bep seurt

Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù