Laurence

Laurence zo un anv-badez gallek roet d'ar merc'hed, brezhonekaet e Laorañsa, ha saoznek roet d'ar baotred, brezhonekaet e Laorañs. Dont a ra eus ar ger latin Laurentius.

Stummoù all

Anv-badez

Merc'hed

  • Laurence Vichnievsky (1955), barnerez ha politikourez c'hall
  • Laurence Moal, istorourez vreizhat ar Grennamzer
  • Laurence Chatel de Brancion, istorourez c'hall
  • Laurence Ferrari (1966), kazetennerez c'hall
  • Laurence Parisot (1959), plac'h a afer gall
  • Laurence Lavrand (g. e 1955), skrivagnerez vreizhat gallek evit ar yaouankiz
  • Laurence Turbec, implijadez ur preti McDonald's e Kever lazhet gant ur gwalldaol e 2000
Laurence Ginnell

Paotred

  • Laurence Ginnell (1852-1923), broadelour iwerzhonat
  • Laurence Harvey (1928-1973), aktour, filmaozer, produour ha senarioour breizhveuriat
  • Laurence Juber (1952), gitarour, sonaozer ha produour londreziat
  • Laurence Olivier (1907-1989), aktour saoz
  • Laurence Rosenthal (1926), sonaozer stadunanat sonerezh filmoù
  • Laurence Tureaud (1952), alias Mr. T, aktour stadunanat
  • Laurence Fishburne (1961), aktour stadunanat

Anv-tiegezh

  • Bertrand-Sévère Laurence (1790-1870), eskob Tarba e-pad emziskouezioù Lourd
  • Justin Laurence (1794-1863), politikour gall
  • John Laurence, anv-pluenn ar c'habiten, matematikour hag arbenniger war an aerlestrerezh John Laurence Pritchard (1885-1968), skrivagner saoz romantoù polis
  • Margaret Laurence (1926-1987), Jean Margaret "Peggy" Wemyss he anv gwir, skrivagnerez ganadian saoznek
  • Duncan Laurence, gwir anv de Moor (ganet e 1994), sonaozour ha kaner izelvroat, aet gantañ Kenstrivadeg Eurovision ar Ganaouenn 2019

Lec'hioù

  • ar Laurence zo ur wazh-dour eus departamant ar Gironde, adstêr an Dordogna
  • ar Laurence zo ur wazh-dour eus departamant an Dordogne, adstêr ar Vesera

Pennadoù kar