MAS 49

Ar MAS 49, anvet ivez FSA 49, FSA Mle 49 diwar hec'h anv ofisiel e galleg Fusil semi-automatique modèle 1949, zo ur fuzuilh damaotomatek a zo bet implijet e arme Bro-C'hall adalek 1950 ha betek fin ar bloavezhioù 1990 en hec'h adstumm MAS 49/56 (pe FAS 49/56). Ganet eo diwar ur patrom savet e 1938 evit erlec'hiañ ar MAS 36. Erlerc'hiet e voe en arme gant ar FAMAS adalek deroù ar bloavezhioù 1980.

MAS 49
Skeudenn ar pennad MAS 49

Ar fuzuilh MAS 49
Kinnig
BroBanniel Frañs Bro C'hall
Mont en-droFuzuilh damaotomatek
Munisionoù7,5 x 54 mm 1929C
ProduerManufacture d'Armes de Saint-Étienne
Mare implij1949 – fin ar bloavezhioù 1990
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn)3,900 kg
Hirder1.075 mm
Hirder ar c'hanol580 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek400 m
Tizh mont e-maez ar boledoù850 m/s
Endalc'h10 kartouchenn
AdstummoùMAS 49/56, MAS 49/56 Police (kambret e 7,62 x 51 mm), MAS 49/56 MSE (fuzuilh tennañ a-bell)

Istor hag implij

E dibenn an Eil Brezel-bed e veze tamm-ha-tamm erlec'hiet ar fuzuilhoù-morailh mod-kozh gant armoù damaotomatek evel an M1 Garand amerikan, an SVT-40 soviedel pe ar Gewehr 43 alaman. Diouzhtu adalek 1944 e c'houlennas Ministrerezh Armeoù Frañs lakaat sevel un arm a seurt-se gant uzin armoù Saint-Étienne, a adimplijas patrom ar fuzuilh MAS 38-40 prest e deroù 1940. Emgann Bro-C'hall hag aloubadeg ar vro er memes bloaz o doa lakaat harz d'ar raktres-mañ.

Gwellaet e voe ar MAS 38/40 en ur zegas ur c'harger fiñv dek kartouchenn dezhi. 6.200 skouerenn eus an arm-mañ, anvet MAS 44 a voe produet adalek 1945 ha roet d'ar soudarded commando marine gall e Indez-sina.

Kambret eo ar MAS 49 evit ar c'hartouchennoù gall 7,5 mm 1929C implijet ivez er fuzuilh-vindrailher Modèle 1924/29, ar vindrailherez AA-52 hag er fuzuilh MAS-36.

Ur c'haporal eus 9vet Rejimant ar Génie o tiskouez ur MAS 49/56 montet warni ur vaionetez e 1976.

E 1949 e voe dibabet en ur mod ofisiel ar fuzuilh gant an arme c'hall dindan an anv Fusil semi-automatique MAS 1949. Erlec'hiañ a reas tamm-ha-tamm ar MAS 36, memes ma voe modernizaet lod anezhe e 1951 (hag anvet MAS 36/51). Servijout a reas da vat da vare Brezel Indez-sina e-lec'h ma tapas brud vat gant ar soudarded c'hall. Goude ma voe kollet ar brezel eno gant Frañs e voe implijet ar MAS 49 gant Kambodia ha Vietnam. 6.000 anezho a voe ivez gwerzhet gant Bro-C'hall da Siria e deroù ar bloavezhioù 1950. Implijet e voent e brezel Liban.

Daoust d'he c'halite e oa re hir ar MAS 49. Karget e voe uzin armoù Saint-Étienne da sevel ur stumm skañvoc'h ha berroc'h anezhi, a voe krouet e 1956 hag anvet MAS 49/56. Ur stumm "karabinenn" e oa eus ar MAS 49, gouest da dennañ greunadennoù-fuzuilh[1]. Servijout a reas etre daouarn soudarded c'hall zo e brezel Aljeria.

An FSA MAS 49/56 a gemeras tamm-ha-tamm plas an holl FSA 49 ha MAS 36/51 evit dont da vezañ arm standart an arme c'hall asambles ar bistolenn-vindrailher MAT 49. Erlec'hiet e voe gant ar FAMAS adalek ar bloavezhioù 1980 met chom a reas e servij e unvezhioù zo eus an arme c'hall betek ar bloavezhioù 1990.

Implijerien all

Pourveziet e voe armeoù ha gwarded-prezidanted ar broioù-mañ gant fuzuilhoù MAS 49 pe MAS 49/56 :

Levrlennadur

Notennoù ha daveennoù

  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan