Maria Anna Aostria (1610-1665)

Ur pennad Maria Anna Aostria zo ivez.

Maria Anna Aostria, en alamaneg Maria Anna von Österreich, (Graz 1610-1665 München), merc'h da Ferdinant II an Impalaeriezh Santel ha da Maria Anna Bavaria (1574-1616), a oa arc'hdugez Aostria, ha dre he dimeziñ dugez ha dilennerez Bavaria.

Maria Anna von Österreich, arc'hdugez Aostria, dugez ha dilennerez Bavaria, poltredet gant Joachim von Sandrart, 1643, Kunsthistorisches Museum, Vienna.

Dimezet e voe d'hec'h eontr Masimilian Iañ (dug Bavaria), a oa 27 vloaz koshoc'h eviti.

Daou vab o doe :

  • Ferdinand-Marie hag a renas war e lerc'h, hag a zimezas e 1652 da Adélaïde-Henriette de Savoie : tud-kuñv int d'ar roue gall Loeiz XV  ;
  • Masimilian-Fulup a zimezas en 1668, e Château-Thierry, da Mauricette-Fébronie, merc'h da Frédéric Maurice de La Tour d'Auvergne-Bouillon.