Mato Grosso do Sul

Mato Grosso do Sul (distagadur portugalek: [ˈmatu ˈɡɾosu du suw]) a zo unan eus stadoù Brazil, e mervent ar vro. Er rannvro Centro-Oeste. Campo Grande eo ar gêr-benn. Er su hag er mervent e sko ouzh Bro-Baraguay, er c'hornaoueg e sko ouzh Bro-Volivia, a-hend-all e stok ouzh stadoù Mato Grosso ha Goiás en norzh, Minas Gerais er biz, São Paulo er reter, ha Paraná er gevred.

Mato Grosso do Sul
Banniel Mato Grosso do SulArdamezioù Mato Grosso do Sul
Kartenn Brazil
Lec'h ar stad e Brazil
Bro Brazil
Kêr-bennCampo Grande
Kêr vrasañCampo Grande
RannvroCentro-Oeste
Gorread357 124,962 km² (6vet)
Poblañs
  - Hollad
  - Stankter

2 505 088 (2012) (21vet)
7,0 ann./km² (20vet)
MDD (2005)0,810 – uhel (8vet)
Gwerzhid-eurUTC-4
Kod ISO 3166-2:BRBR-MS
Kuzh-heol e Pantanal.

Istor

Disrannet eo bet diouzh Mato Grosso e 1977, ha lakaet da dalvezout e 1979.

Cheñch anv

Kaoz a vez da gemm an anv (abalamour da anv ar stad amezek Mato Grosso) ha d'hec'h envel Pantanal, a zo bro ar geunioù en ul lodenn anezhi, pe c'hoazh Maracaju, anv un aradennad venezioù a dreuz anezhi.

Gwelet ivez

Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.