Menapii

Ar Menapii, pe Menaped[1] a oa ur bobl a oa o vevañ e hanternoz Galia. Hervez an douaroniourien Strabon ha Ptolemaios, edo o douaroù en-dro da aberioù ar Roen hag an Escaut (Schelde). E Kassel edo kêr-benn o c'heoded.

Pobloù Galia Belgica

En-dro dezho e oa ar pobloù-mañ :

  • Morini er c'hornôg
  • Nervii er gevred
  • Eburones er reter (betek mare Caesar)
  • Tungri er reter (goude mare Augustus)
  • Atrebates er c'hreisteiz
  • Sicambri ha Batavi en hanternoz hag er biz.

Enebiñ garv a reas ar Menapii ouzh armeoù Julius Caesar e-pad Brezel Galia. Faezhet e voent gant Caesar e 57 kent JK, hag int kevredet gant pobloù all eus Belgica evel ar Morini[2]. Er bloaz war-lerc'h e rojont dorn da emsavadeg ar Weneted a-enep Caesar, gant pobloù all Arvorig, en aner avat[3]. Daoust da se e nac'has ar Menapii hag ar Morini plegañ dirak Caesar. Brezelioù all a renas ar Romaned outo, evel e 55 kent JK, pa felle da Gezar aloubiñ enez Vreizh[4]. Mont a reas ar Menapii da repuiñ er c'hoadoù hag er geunioù, tra ma veze devet o c'hêrioù hag o zrevadoù gant ar Romaned.

Diwezhatoc'h, e 54 kent JK, e kemeras perzh ar Menapii en emsavadeg pobloù Gallia Belgica, reneet gant Ambiorix. Ar wech-mañ e voent flastret gant Caesar.

Ar jeneral roman Carausius, a gemeras an titl a impalaer en enez Vreizh ha hanternoz Galia, en IIIe kantved, a oa unan eus ar Menapii, genidik eus Gallia Belgica.

Marteze e oa kar ar Menapii hag ar bobl anvet Manapi en Iwerzhon (ur bobl a adkaver hec'h anv en hini kontelezh Fear Manach), meneget gant Ptolemaios[5].

Notennoù