Menfis

Menfis pe Memphis (gregaj: Μέμφις Memphis) eo anv gresianek ar gêr gozh a voe kêrbenn nom kentañ Egipt Izel. Graet e veze Ineb Hedj (ar mogerioù gwenn) anezhi en egipteg. Dont a ra eus an henc'hresianeg Μέμφις zo un distummadur eus anv egiptek piramidenn Pepi I (VIvet tierniezh), Men-nefer[1], a zeuas da vezañ |ⲙⲉⲛϥⲉ Menfe e kopteg. Emañ kêrioù modern Mit Rahina, Dahshour, Sakkara, Abousir, Abou Gorab, ha Zawyet el'Aryan, e su Kaero. Emaint holl e diabarzh bevennoù melestradurel eus Menfis istorel ( 29°50′58.8″N, 31°15′15.4″E). Anavezet e oa ivez Menfis en Henegipt evel Ankh Tawy ("An hini a ere an div vro"), anv a laka ar pouez war lec'h strategel ar gêr etre Egipt uhel hag Egipt izel.Emañ ar gêr gozh e kichen Mit-Rahineh (20 km e kreizteiz Kaero), war c'han gleiz an Nil.

Pennad lodek eus Lec'hioù Henegipt
Lec'hioù
Nomoù / Kêrioù
Monumantoù / Temploù
Takadoù bro
Goueled Egipt / Kreiz Egipt
Gorre Egipt / Nubia
Lec'hiadur
Menfis
Coordonnées géographiques : 29°52'N, 31°15'E

Hervez Herodotos[2] e oa krouet ar gêr gant ar faraon Menes, tro-dro da 3100 kent J.-K. hag a voe kêrbenn Henegipt e-pad an Henimpalaeriezh.Prouet eo bet e oa just ur roue mojennel eus Menes, heñvel ouzh Romulus ha Remus e mitologiezh Henroma. Moarvat e oa unvanet Henegipt abalamour d'an ezhomm o devoa an div lodenn an eil eus eben. [3].


Ptah e oa Doue pennañ Menfis.

Hieroglifoù e Menfis gant un delwenn eus Ramses II en a-dreñv



Notennoù


A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg