Miguel Iañ Portugal

Miguel Iañ, ganet e Lisboa e 1802 ha marvet en Karlsruhe en Alamagn e 1866, pe Miguel Primeiro de Portugal y Borbón, pe (en e hed) Miguel Maria do Patrocínio João Carlos Francisco de Assis Xavier de Paula Pedro de Alcântara António Rafael Gabriel Joaquim José Gonzaga Evaristo de Bragança e Bourbon, lesanvet «el Tradicionalista» , a oa roue Portugal.

Miguel Iañ, Roue Portugal


E vuhez

Eil mab ar roue João VI ha Carlota Spagn e oa. Dre e zeskadurezh e oa katolik ha mirour touet. Gant se e oa gwelet fall gant bourc'hizien ar vro, digor d'ar frankizouriezh. Plijout a rae d'ar bobl avat. Goude ar brezelioù ouzh Spagn ha Gall e oa an dienez o ren er vro, ma c'hortozed ur roue kreñv da saveteiñ ar rouantelezh.

En 1826 e teuas e vreur henañ Pedro da vezañ roue Portugal evel Pedro IV, pa oa Impalaer Brazil DIJA abaoe 1822. O c'hoar Isabel Maria de Bragança, rejantez Portugal a roas ar rouantelezh d'he merc'h Maria da Gloria, en 1826. Honnezh ne oa nemet 7 vloaz, pa voe anvet da rouanez evel Maria II, ha prometet e oa he dorn d'hec'h eontr Miguel, evit mirout ouzh tabut en tiegezh, hag anvet da roue kenseurt.

Roue e voe Miguel entre 1828 ha 1834 e-pad Brezel diabarzh Portugal.

Miguel ne oa ket da vezañ roue Portugal, met e vreur henañ, ar priñs Pedro de Braganza, a zilezas ar gurunenn da vont da embann dizalc'hted Brazil, a voe disrannet diouzh Portugal en 1822.

Harlu

Repu a gavas en Aostria. Eno en devoa an titl a z-dug Bragança, hag e 1851 ec'h euredas da Adelheid von Löwenstein-Wertheim-Rosenberg. Ur mab ha c'hwec'h merc'h o devoe. Savet e voent en un doare katolik ha deol, ha dimeziñ a reas e verc'hed da dud ken deol all.

E vugale

Miguel Iañ en devoe ivez ur verc'h ha n'ouzer ket piv e oa he mamm:

AnvDeiz ma oa ganetDeiz ma oa marvetPried(où)
Infantez Maria Assunção de Bragança18311910N/D
Infantez Maria de Jesus de Bragança1834N/DDimezet e 1873, da Tomás José Fletcher de Melo Homem
Maria das Neves de Bragança18521941Dimezet e 1871, d'an infant Alfonso Spagn, mab d'an danvez-roue Juan Bourbon.
Miguel Januário de Bragança18531927Dimezet div wech : e 1877 d'ar briñsez Isabel von Thurn und Taxis, hag e 1893 d'ar briñsez Maria Teresa von Löwenstein-Wertheim-Rosenberg.
Maria Teresa de Bragança18551944Dimezet e 1873, d'an arc'hdug Karl Ludwig von Österreich.
Maria José de Bragança18571943Dimezet e 1874, da Karl Teodor dug Bavaria.
Aldegundes de Bragança18581956Dimezet e 1876, da Henrique de Bourbon-Parma, kont Bardi.
Maria Ana de Bragança18611942Dimezet e 1893, d'an dug-meur Gwilherm IV Luksembourg.
Maria Antónia de Bragança18621959Dimezet e 1884, d'an dug Roberto Iañ , dug Parma.