Monferrato

Ur pennad Montferrat zo ivez.

Monferrato (Monfrà e piemonteg) zo ur vro gozh hag un dugelezh eus hanternoz Italia, e Piemonte. Casale Monferrato ( Casal e piemonteg, Casà e rannyezh Monferrato) a oa ar gêrbenn anezhi.

Kartenn eus Monferrato
Gwel e Castelnuovo Calcea, Montferrato
Banniel Montferrato

Aet eo d'ober proviñsoù Alessandria ha Asti.

Skrivagnerien brudet ar vro eo ar barzh Vittorio Alfieri hag Umberto Eco.

Douaroniezh

Treuzet eo Monferrato gant ar stêr Tanaro.

Istor

Kontelezh e oa a-raok dont da vout markizelezh en 967 ha dugelezh en 1574. Gallout a reer gwelout meur a varevezh en istor ar vro:

  • ren an Alerami, gourvibien Aleramo, ar markiz kentañ,
  • adal 1305, ren ar Baleologed pa voe diouer a hêred gant an tiegezh kentañ,
  • aloubadeg ar Spagnoled etre 1533 ha 1536 pa voe diouer a hêred gant an tiegezh a-raok,
  • adal 1536, ren an Tiegezh Gonzaga, a oa duged Mantova,
  • Brezel Hêrezh Mantova en 1631, abalamour d'an diouer a hêred adarre; mont a reas ul lod eus douaroù an dugelezh gant an Tiegezh Savoia,
  • ren a reas an Tiegezh Gonzaga-Nevers betek 1708, diouer a hêred adarre, ha kemeret e voe Monferrato gant Dugelezh Savoia.

El lec'hanvadurezh

A
B
C
F
L
M
N
O
P
R
S
T
V

Gwin

Brudet eo gwin Monferrato

  • Gwin ruz
    • Barbera d'Asti
    • Barbera del Monferrato
    • Dolcetto d'Acqui [dol'ʧe:t:to 'da:k:wi]
  • Gwin gwenn
    • Cortese di Gavi
  • Gwin dous
    • Brachetto d'Acqui [bra'ke:t:to 'da:k:wi]
    • Moscato d'Asti


Lec'hioù

Sacro Monte di Crea

Ar Sacro Monte di Crea zo un dorgenn e Monferrato, en ardremez Serralunga di Crea, e proviñs Alessandria, ha lakaet e 2003 war roll glad an denelezh gant an UNESCO .

Skeudennaoueg

Notennoù


Liammoù diavaez