Montreal

Pennadoù Montréal ha Montereale zo ivez.

Montreal[1] (Montréal e galleg, distaget [mɔ̃ʁeˈal] e galleg standard, Montreal e saozneg, distaget [ˌmʌntriˈɔːl]) eo kêr vrasañ Kebek hag eil kêr Kanada gant ouzhpenn 1,8 milion a annezidi war 365,65 km². An tolead kêr a vod 4,3 milion a dud, tro an hanter eus poblañs Kebek[2]. Tennañ a ra hec'h anv eus ar "Mont Royal" (Menez ar Roue), ur dorgenn a-us da greizenn istorel ar gêr badezet gant Jakez Karter e 1535-1536.

Montreal
Montréal
BannielArdamezioù
Sturienn : Concordia Salus

Kreiz kêrIliz-veurStad olimpekMcGill UniversityMontreal gozhOrator St-Joseph

Bukit war pep skeudenn

Melestradurezh
RiezBanniel Kanada Kanada
ProviñsBanniel Kebek Kebek
RannvroMontreal Montreal
MaerezValérie Plante
(16/11/2017 )

Diazezet
Kêr
Meurgêr
17 Mae 1642
1832
1 Genver 2002
Douaroniezh
45° 30' 32" N – 73° 33' 42" K
Gorread
• Kêr
• Meurgêr

365,65 km²
4 360 km²
Uhelder
• Uhelañ
• Izelañ

233 m
6 m
Poblañs (2021)
• Kêr
• Meurgêr

1 762 949 (2021)
4 291 732 (2021)
Stankter (2021)
• Kêr
• Meurgêr

4 821
984
Gwerzhid-eurUTC-5 (Goañv)
UTC-4 (Hañv)

Internetville.montreal.qc.ca

Kalon armerzhel, kenwerzhel hag arc'hantel Kebek eo. Ouzhpenn 400 sez sokial he deus, c'hwec'h skol-veur ha 450 kreizenn enklask. Ur greizenn sevenadurel a-bouezh eo ivez evit ar c'hoarioù video, ar sinema hag an dezign. Ar galleg eo yezh ofisiel ar melestradurezh hag ar yezh ar muiañ komzet er gêr. Ouzhpenn an hanter eus ar boblañs zo divyezhek, hag ar c'hard zo teiryezhek.

Sez meur a aozadur etrebroadel eo : Aozadur etrebroadel an nijerezh foran, Ensavadur stadegoù an UNESCO, sekretourva ar C'hendivizad war liesseurted ar vuhez , Ajañs bedel an enepdoperezh.

Degemeret he deus an Diskouezhadeg Hollvedel e 1967 hag ar C'hoarioù Olimpek hañv e 1976. Bep bloaz e vez savet darvoudoù bras evel Priz Bras kirri Kanada ha festivalioù a bep seurt evel Festival etrebroadel jazz Montreal, ar "Francofolies" ha "Juste pour rire". "Kanadianed Montreal", skipailh hoke war skorn ar gêr, eo skipailh oberiant koshañ Amerika.

Gevellerezh

Notennoù