Mor Arabia
mor
Mor Arabia (evel ma lavarer e saozneg pe en arabeg: بحر العرب, Bahr al-'Arab), pe Mor Oman (evel ma lavarer e galleg) a zo ul lodenn eus Meurvor Indez a zo etre ledenez Arabia hag Indez.
En em astenn a ra Mor Arabia a-hed 2.400 km d’ar muiañ ha 4.652 metr eo e zonder brasañ, e-kichen ledenez Arabia. An Indus eo ar stêr vrasañ en em daol er mor-se.
Er gwalarn emañ pleg-mor Oman, un tamm astenn dezhañ, e ro digor war ar Pleg-mor Pers dre strizh-mor Ormuz.
En-dro da Vor Arabia e kaver ar stadoù-mañ : India, Iran, Oman, Pakistan, Yemen, an Emirelezhioù Arab Unanet (EAU), Somalia hag an inizi Maldivez.
E-touez ar porzhioù bras zo war an aodoù emañ Mumbai (Bombay), Surat, Kochi en India, Karachi e Pakistan, Aden e Yemen.
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontMarie-Antoinette AostriaDibar:KlaskDibar:KemmoùDiwezhañEil Brezel-bedWikipedia:Porched ar gumuniezhWikipediaWikipedia:SkoazellBrezhonegN'eus ket eus arc'hoazhAlamagnWikipedia:Kumuniezh/An davarnKaozeal:N'eus ket eus arc'hoazhDibar:MaC'haozeadennoùDekiDigimonC'hoari ar misionerWikiDibar:MaDegasadennoùSaoznegGopr hollvedelRummad:Kumunioù Aodoù-an-ArvorPlourivoùRepublik KoreaCascading Style SheetsGran Turismo (heuliad c'hoarioù video)MezegiezhTeknologiezhStadoù-Unanet AmerikaCreative CommonsISO 8601Wikipedia:Menegit ho taveoùNaonedRouantelezh-UnanetWikimedia FoundationWikipedia:Poull-traezhWikipedia:Pajennoù da nullañGoogle