New York Military Academy

New York Military Academy berraet e NYMA a vez graet eus ur skol prevez gant ur c'houskva e kêriadennig war ar maez Cornwall-on-Hudson, 97 km e norzh New York City. Bez eo unan eus skolioù milourel koshañ ar Stadoù-Unanet o vezañ bet digoret e 1890. Da zigentañ skol evit ar baotred nemetken, digoret eo bet d'ar merc'hed adal 1975. D'an 3 a viz Meurzh 2015, an NYMA a oa bet tapet gant kudennoù arc'hant drastus dre an nebeut a deskarded oc'h emezeliñ a vloaz da vloaz. E-serr kaout un distro-skol evit trimiziad Gwengolo 2015, an NYMA a oa bet klozet ha gwerzhet d'ur strollad posterien arc'hant a orin sinaat a zigoras ar skol en-dro e miz du ar memes bloavezh.

NYMA 2006
an NYMA taolennet war ur gartenn-bost bloavezh 1916
Donald Trump deskard en NYMA e 1964

Tud brudet

  • Robert (Tex) Allen, klas 1924, aktour
  • Max Appedole (ganet e 1957, na echuas ket e studioù), kuzulier politikel Meksikan ha produer filmoù
  • Robert Todd Lincoln Beckwith, klas 1923 (na echuas ket ar studioù), diskennad diwezhañ Abraham Lincoln
  • Bob Benmosche, klas 1962, prezidant ha prezidant-meur an embregerezhioù diogelerezh MetLife hag AIG
  • James E. Briggs, klas 1924, jeneral en U.S. Air Force
  • Les Brown, klas 1932, penn strolladoù sonerezh
  • Daniel Cassidy (1943–2008), skrivagner
  • Francis Ford Coppola, klas 1956 (na echuas ket ar studioù), produer ha sevener filmoù
  • Richard J. Daronco (1931–1988), barner kevredadel
  • Art Davie, klas 1964, krouer an Ultimate Fighting Championship
  • Fairleigh Dickinson, Jr., klas 1937, paotr an aferioù ha politikour
  • Troy Donahue, klas 1954, aktour
  • Donald Trump, klas 1964, paotr an aferioù, paotr ar skinwel; dilennet prezidant Stadoù-Unanet Amerika
  • Spencer Tunick, klas 1985, poltrijer



Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.