Nikonov AN-94

An Nikonov AN-94 pe Nikonov AN-94 "Abakan" a zo ur fuzuilh-arsailh krouet e penn-kentañ ar bloavezhioù 1990 e Rusia gant Gennady Nikonov, a laboure en embregerezh Izhmash (ИЖМАШ e rusianeg).

AN-94 Akaban
Skeudenn ar pennad AN-94 Akaban

Fuzuilh-arsailh AN-94 Akaban
Kinnig
Bro Rusia
Mont en-droFuzuilh-arsailh aotomatek / damaotomatek tennadeg daou denn
Munisionoù5,45 × 39 mm M74
Bloaz krouidigezh1994
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn)3,850 kg
Hirder943 mm (lamm dibleget), 728 mm (lamm pleget)
Hirder ar c'hanol405 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek400 m
Tizh mont e-maez ar boledoù900 m/s
Lusk-tennañ600 tenn/mn (mod aotomatek), 1.800 tenn/mn
Endalc'hKarger fiñv 30 kartouchenn

Evel an AEK-971 e oa bet krouet an Nikonov AN-94 "Abakan" evit kemer plas an AK-74,[1] met ur wech c'hoazh he c'houst uhel hag he sevel luziet a lakaas ar fuzuilh-arsailh da vezañ roet da vegennoù al lu rusian nemetken. Implijet eo bet dreist-holl gant ar strollad stourm Spetsnaz e-kerzh brezel Tchetchenia.

Implijout a ra kartouchennoù 5,45 × 39 mm M74 hag ur c'harger fiñv 30 tenn (pe lod brasaet er memes doare ha gant an AK-74 hag an AEK-971).

Gallout a reer ouzhpennañ ur banner-greunadennoù d'an AN-94.

Adkemer er sevenadur

Gallout a raed implijout an AEK-971 er c'hoari digoust enlinenn Battlefield Play4free pa vezed gant ur renk soudard.

Liammoù diavaez

Daveennoù

  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan