Nintendo DS

Nintendo DS
Produer :Nintendo
Giz :Koñsolenn hezoug
Remziad :7ved remziad
Padelezh ar c'henderc'h :2004-
Kewerier :ARM9 & ARM7
Memor fresk (RAM) :4 Me
Memor sonn (ROM) :128 Me (kartennoùigoù)
32 Me (kartouchennoù)
Spister uhellañ :256x192x2, 262.144 liv
Kanolioù son :16
Mediaoù :kartouchennoù GBA; kartennoùigoù DS
Niver a skouerennoù gwerzhet :81 milion (2008-6)
Gwelet ivez: Koñsolennoù c'hoarioù video

D’an 2 a viz Kerzu 2004 e Japan, d'an 21 a viz Du 2004 e Norzh-Amerika ha d’an 11 a viz Meurzh 2005 en Europa e oa deuet er-maez an Nintendo DS (DS evit Daou Skramm). Gant Nintendo eo bet savet ar goñsolenn hezoug-mañ.

Aveet eo gant arc’hwelioù na oa ket anezho d’ar c’hoarioù video hezoug betek-henn :

  • Implij daou gilskramm sklêrijennet
  • Ur mikrofon e-barzhet
  • Daou porzh kartouchenn (unan evit ar c’hoarioù DS, unall evit re ar Game Boy Advance)
  • Daou uhelgomzer stereo a c’hell kas ur son Virtual Dolby Surround
  • Ur gevreadenn Wi-Fi. Dre se e c’hell kevreañ 16 koñsolenn kenetrezo ha mont gant an Nintendo WiFi Connection evit c’hoari da Mario Kart DS pe Animal Crossing DS.

D'an 2 a viz Meurzh 2006 ez eo deuet er-maez an DS lite e Japan. Lakaet eo bet e gwerzh en Europa un nebeud mizioù goude.

C'hoarioù heverk

  • Advance Wars: Dual Strike
  • Animal Crossing
  • Big Brain Academy
  • Brain Age: Train Your Brain in Minutes a Day
  • Clubhouse Games
  • Dr. Kawashima’s Brain Training 2
  • English Training
  • Jam with the Band
  • Jump Super Stars
  • Kirby: Canvas Curse
  • Mario & Luigi: Partners in Time
  • Mario Hoops 3-on-3
  • Mario Kart DS
  • Meteos
  • Metroid Prime: Hunters
  • Metroid Prime Pinball
  • New Super Mario Bros.
  • Nintendogs
  • Pokémon Dash
  • Pokémon Diamond and Pearl
  • Pokémon Mystery Dungeon: Blue Rescue Team
  • Pokémon Ranger
  • Pokémon Trozei
  • Shaberu! DS Cuisine Navi
  • Star Fox Command
  • Super Mario 64 DS
  • Super Princess Peach
  • Tetris DS
  • WarioWare: Touched!
  • Yoshi Touch & Go

Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.