Ostrakism

An Ostrakism (henc'hresianeg ὀστρακισμός, ostrakismos[1]) a oa un ensavadur politikel eus an demokratiezh atenat eus ar Vvet kantved kent J.K. a gase ur c'heodedad en harlu e-doug dek vloaz, hep na gollfe e vadoù.

Darbodoù implijet evit mouezhiañ an ostrakism. An anvioù skrivet zo Perikles, Kimon hag Aristides (eus ar c'hrec'h d'an traoñ)

Mont en dro an Ostrakism

Hervez an hengoun e vije bet savet gant Kleistenes, met ar c'hentañ mouezhiadenn ostrakism ne c'hoarvezas ken e 488 kent J.K.. Bep bloaz e-pad ar c'hwec'hvet pritaneia[2] e vouezhie an eklezia (Bodadenn ar geodediz) da c'houzout hag eñ e oa ret implijout an ostrakism. Mouezhiet e veze o sevel an dorn, ne oa tamm breud ebet ha ne veze meneget anv ebet. Pa veze mouezhiet a-du gant an ostrakism en em vode bodadenn ar geodediz en-dro e-doug ar pritaneia war-lerc'h, en ur vodadenn veur (katekklesia) a oa ret kavout enni 6000 mouezhier. Kement keodedad a felle dezhañ mouezhiañ a skrive anv an den en doa c'hoant da gas en harlu evit mad an holl war un darbod priaj pe ur grogen istr (alese ar ger ostracon a vez graet eus an darbodoù). Ur wezh ouzhpenn ne veze breudadenn ebet. Pa veze tizhet ar muiañ-niver gant un anv e-pad ar vouezhiadeg e veze ret d'an den kuitaat ar geoded dindan dek devezh hag evit dek vloaz. Alies koulskoude e veze galvet en-dro an dud ostrakizet a-raok diwezh an harlu.

Alies e voe implijet an ostrakism evel arm politikel er stourmoù etre an hetaireia (kostezennoù brientinien) e kard kentañ ar Vvet kantved kent J.-K.. Dielfennadur ar c'hantadoù a ostraka adkavet o furchal an agora en deus diskouezet e veze skrivet an anvioù war an darbodoù gant un dek dorn disheñvel hepken evit ur memes mouezhiadeg : ar brouenn eo e vezent prientet en a-raok hag ingalet goude gant pennoù ar c'hostezennoù d'an dud a oa dindane, hag e veze renet ar vouezhiadeg e-giz-se. Kadarnaet eo an disoc'h-se gant lennegezh an henamzer : Ploutarc'hos, e buhez Aristides (VII, 7–8), a zanevell e c'houlennas ur c'houer diskol digant Aristides skrivañ e anv evitañ war e zarbod. Er memes arroudenn e tispleg an aozer penaos e voe ostrakizet Hyperbolos e 417 a-drugarez d'un emglev etre Nikias ha Alkibiades a zlee bezañ dalc'het ur vouezhiadeg diwar o fenn er bloaz-se.

Ar c'hentañ den ostrakizet a oa un den anvet Hipparkos war-dro 487, heuliet e 486 gant Megakles eus tiegezh an Alkmeonided. E-touez an dud anavezet zo bet ostrakizet e kaver Ksantippos, Aristides yaouankañ, Temistokles, Kimon ha Toukidides. Hyperbolos eo an den diwezhañ da vezañ ostrakizet da c'hoût dimp (war-dro 417).

An ostrakism e keodedoù all

Ostrakon, warnañ anv Temistokles, war-dro 490-480 pe 460 kent J.-K., Mirdi Agora Aten

Kavout a reer ensavadurioù damheñvel en un nebeud keodedoù all, dimp da choût : Efezos, Sirakuza, hag Argos.

Gouzout a reer a-drugarez da Aristoteles e veze implijet un doare ostrakism en Argos[3].

E Sirakusa, e veze skrivet an anvioù war delioù gwez-olivez (πέταλον, petalon). Padout a rae an harlu e-doug pemp bloaz. Diodoros Sikilia ne ro ket ar mare ma veze implijet an ensavadur-se. Resisaat a ra e oa bet impijet diwezhatoc'h evit kondaonidigezh Tindarides d'ar marv e -454, pa fellas dezhañ dont da vezañ tirant, hag e oa bet dilezet nebeut goude, rak ditreiñ a rae ar geodediz a dalvoudegezh diwar an aferioù foran[4]. Harluet e voe Hermokrates e -411 ha Diokles e -408 diouzh Sirakuza met n'ouzer ket hag eñ e voe implijet an ensavadur-se.

Hermodoros, mignon Herakleitos a voe harluet gant Efeziz gant ar gerioù da-heul : « Ra ne vo den a vefe gwelloc'h evidomp ; ma'z eus unan ra'z aio da vevañ gant tud all. »[5]. Ar meneg berr-se ne ro titour ebet war padelezh an ensavadur na diwar-benn he mont en-dro. N'haller ket e dostaat eta en un doare resis eus an ostrakism atenat en tu all d'e implij a-enep ar vrientinien.

Notennoù