Fringilla montifringilla

(Adkaset eus Pint an hanternoz)
Fringilla montifringilla


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad :Animalia
Skourrad :Chordata
Kevrennad :Aves
Urzhad :Passeriformes
Kerentiad :Fringillidae
Genad :Fringilla
Anv skiantel
Fringilla montifringilla
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Fringilla montifringilla eo anv skiantel ur spesad evned bihan, a zo Pint penn du[1] ha Pint an hanternoz[2] e anvioù brezhonek.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn:

Taksonomiezh

Carl von Linné a lakaas ar spesad en 10vet embannadur e Systema Naturae e 1758 dindan an anv Fringilla montifringilla, a zo chomet digemm betek-henn, eus al latin fringilla "pint" ha mons, montis "menez".

A-zivout orin ar ger brezhonek pint e lenner e Lexique étymologique du breton moderne Victor Henry (1900) :

Pint, s. m., pinson, cymr. pingc. Empr. ag. altéré spink, et cf. ag. finch et al. fink, dont le prototype germanique a aussi passé au roman, bas-lat. pinth-io, ital. pincione, fr. 'pinson[3].

Deskrivadur

Damheñvel ouzh hini ar Pint (evn) (Fringilla coelebs) eo ment ar spesad, met dioutañ e-unan eo e bluñv : du eo penn ar pared, teñval e zivskoaz, arruz e vruched hag arwenn e gof. Boutinoc'h eo ar parezed hag ar ploged, tostoc'h da binted hor bro. Perzhioù dibarek zo da holl evned Fringilla montifringilla avat :

  • gwenn eo o c'hrouzell e-lec'h gris-gwer ;
  • arruz eo o bruched hag arwenn o c'hof, pan eo unliv ar Pint (rous) ;
  • arruz eo pluñv an divskoaz e-lec'h gris ;
  • marellet e du eo ar c'hostezioù, pan eo unliv re ar Pint ;
  • n'eus ket a bluñvennoù gwenn war e lost.
  • melen eo ar pigos e-lec'h du.

Mentoù : 14-16 cm hir, 23-29 g a bouez, 25–26 cm e hed-eskell.


Fringilla montifringilla

Fringilla coelebs

Doareoù pennañ

Uioù Fringilla montifringilla

Tremeniat eo hogosik ar spesad a-bezh en Europa. A-nijadegoù miliadoù ha zoken milionoù a laboused e veajont[4], dreist-holl pa vez puilh ar finij ; gouest eo ar spesad da vevañ hep finij er goañv, met nijal a rejont betek kavout anezho, marteze evit terriñ pep kevezerez gant Fringilla coelebs.
Hadoù pergen a ya gant al laboused er goañv, hag amprevaned en hañv.War skalf ur wezenn e vez savet an neizh, a vez damguzhet gant man pe ginvi kent degemer 5 - vi glas-splann brizhellet war ur gwelead kolo, gwriziennoùigoù ha marbluñv.

Mouezh

Galvoù heñvel ouzh re ar Pint, kan damheñvel ouzh hini ar Meleneg (Chloris chloris).


Annez

Bevañ a ra ar spesad en Eurazia ; lod a weler e Norzhafrika ivez, er goañv[5].
  • ██ A-hed ar bloavezh war aodoù Norvegia
  • ██ Neizhiañ a Norvegia da Siberia ha Ledenez Kamtchatka
  • ██ Hep neizhañ
  • ██ Kantreer a vare da vare, e Norzhamerika
  • Emañ ar boblañs o vont war zigresk, hervez Listenn Ruz an International Union for Conservation of Nature (IUCN).

    Levrlennadur

    • Breeze Jones, E. V. & Williams, Islwyn (1984). Laboused ar Maezioù. Brezhoneg gant T. Huon ha P. an Habask, Al Lanv, 1985, p. 39.

    Liammoù diavaez


    Notennoù