Pont Normandi

Pont Normandi zo ur pont-obantoù war aber ar Saena[1] o liammañ An Havr-Nevez hag Honfleur. 2143,21 metr hir eo, 856 metr etre an daou biler. Ur pont dindan treizhaj eo evit ar c'hirri a gemer ar gourhent, un hent-tremen digoust a zo avat evit ar marc'hoù-tan, ar marc'hoù-houarn hag ar gerzhourien.

Pont Normandi

Savet eo bet gant ur strollad seizh embregerezh e-pad seizh vloaz : Bouygues, Campenon-Bernard, Dumez, GTM, Spie Batignolles, Quillery ha Sogea. Boulc'het e voe ar savidigezh e 1988 ha digoret e voe ar pont d'an 20 a viz Genver 1995. D'ar mare-se e oa an hirañ pont-obantoù er bed etre daou biler, betek ma voe savet pont Tatara e Japan e 1998. Chom a reas ar pont-obantoù hirañ betek 2003 pa voe savet pont Rio-Antirrio e Gres gant un hirder a 2883 metr.

Avelek eo al lec'h, setu perak e voe dibabet ur pont-obantoù ha paz ur pont-skourr. Nebeut goude bezañ digoret avat e voe stadet e taskrene ar funioù hirañ, ha ranket e voe kavout un diskoulm fonnus.

Koustet en deus ar pont 233 milion a euroioù, ha 419 milion ma kemerer e kont an adsavadurioù, ar ragstudioù hag ar frejoù arc'hant.

Skeudennaoueg

Gwel meur Pont Normandi.

Notennoù ha daveoù