Rannoù melestradurel Japan

Rannet eo melestradur Bro-Japan e tri live diazez : hini ar vro, hini ar prefediezhioù, hag hini ar c'humunioù.

Dindan ar gouarnamant broadel ez eus 47 prefediezh, en o mesk c'hwec'h prefediezh zo rannet d'o zro en isprefediezhioù d'ober gwelloc'h war-dro toleadoù ledan pe enezennoù pell.

Ar 1718 kumun (792 kêr, 743 bourc'h, ha 183 c'hêriadenn)[1] ha 23 arondisamant ispisial e Tokyo a ya d’ober al live gouarnamant izelañ. An ugent kêr bobletañ en tu all da vetropolenn Tokyo zo anavet evel ar c'hêrioù diuzet hag a zo rannet en arondisamantoù.

Live ar prefediezhioù

47 prefediezh Japan

Ar rannoù mestradurel uhelañ eo ar 47 rann brefediezhel : 43 frefediezh (県 ken), div brefediezh kêrel (府 fu, Osaka ha Kyōto), un "droiad" (道 , Hokkaidō), hag ur "vetropolenn" (都 to : metropolenn Tokyo). Daoust ma'z eo disheñvel o anv ez int heñvel a-fet melestradurezh.

Ken

Ar "Brefediezh" (県 ken) eo ar seurt rannoù melestradurel niverusañ e live ar prefediezhioù. 43 ken zo. Ar c'hanji (arouezlun) implijet a dalvez "kontelezh" tamm-pe-damm.

To

Metropolenn Tokyo zo anvet "metropolenn" (都 to) abaoe divodadur kêr Tokyo e 1943. Tōkyō-fu (Prefediezh Tokyo) a zeuas da vezañ Tōkyō-to hag arondisamantoù kêr Dokyo zo deuet da vezañ arondisamantoù ispisial. ar c'hanji (arouezlun) implijet a dalvez "kêr-benn".

Fu

Prefediezh Osaka ha Prefediezh Kyoto zo anvet "prefediezhioù kêrel" (府 fu). An arouezlun sinat implijet a c’houlakae un takad kêrel a-bouez eus ar vro e kreiz istor Sina, hag un isrann eus ur broviñs e diwezh istor Sina.

Hokkaido zo anvet "troiad" (道 ). Implijet e veze ar ger-mañ er penn kentañ d'ober anv eus rannvroioù eus Bro-Japan enne meur a broviñs.

Live an isprefediezhioù

N’eus nemet daou sort rann velestradurel el live-mañ : an isprefediezhioù hag an distrigoù.

Isprefediezh

An isprefediezhioù (支庁 shichō)

Distrig

An Distrigoù (郡 gun) zo rannoù melestradurel en implij etre 1878 ha 1921 hag a oa kevatal tamm-pe-damm ouzh kontelezhioù Sina pe re ar Stadoù-Unanet. Er bloavezhioù 1920 e oa , municipal functions were transferred from eus kuzulioù an distrigoù da guzulioù ar bourc'hioù hag ar c'hêriadennoù eus an distrig. Chomet eo anvioù an distrigoù e-barzh chomlec'h ar bourc'hioù hag ar c'hêriadennoù evit ar post, hag implijet e vez an distrigoù a-wezhioù evel bevennoù evit an distrigoù evit an dilennadegoù, met mod all n'o deus roll ofisiel ebet.

Live ar c'humunioù

1742 kumun ha 175 rannoù melestradurel izeloc’h evit hini ar c’humunioù e Japan

Ar c’humunioù' zo rannet e tri rummad bras : kêrioù, bourc'hioù, ha kêriadennoù. Koulskoude arondisamantoù ispisial Tokyo a vez sellet oute evel kumunioù ivez.

Kêrioù

Pevar seurt kêrioù zo e Japan, adalek an hini uhelañ : ar c’hêrioù diuzet, ar c’hêrioù pennañ, ar c’hêrioù ispisial, hag ar c’hêrioù.

Kêrioù diuzet

Ur gêr diuzet dre un ordrenañs eus ar gouarnamant (政令指定都市 seirei shitei toshi), anavezet ivez evel ur gêr diuzet (指定都市 shitei toshi) pe "government ordinance city" (政令市 seirei shi), zo ur gêr eus Bro-Japan en deus ur boblañs brasoc’h evit 500 000 annezad hag a zo bet diuzet evel-henn dre urzh kabined Japan hervez mellad 252, ha kevrenn 19 al lezenn war an emrenerezh lec’hel. Rannet eo ar c'hêrioù diuzet en arondisamantoù.

Kêrioù pennañ

Ur gêr bennañ (中核市 Chūkakushi) zo ur gêr eus Bro-Japan zo brasoc'h he foblañs evit 300 000 annezad ha brasoc'h he zolead evit 100 kilometr karrez, daoust ma c'haller ober nemedennoù dre urzh ar c'habined evit kêrioù enne nebeutoc'h evit 300 000 annezad met muioc'h evit 200 000 memestra[2]. Krouet e oa ar c’hêrioù pennañ gant kentañ diferadenn mellad 252, kevrenn 22 al Lezenn war an emrenerezh lec’hel.

Kêr ispsial

Ur gêr ispisial (特例市 Tokureishi) zo ur gêr eus Bro-Japan dezhi 200 000 annezad d’an nebeutañ. Diazezet e oa ar rummad-se gant al Lezenn war an emrenerezh lec’hel, mellad 252 diferadenn 26.

kêr

Ur gêr (市 shi) zo ur rann velestradurel lec'hel e Japan, enne 50 000 annezad d'an nebeutañ, en o zouez 60% eus an tiegezhioù d'an nebeutañ a rank bezañ diazezet en un tolead kêrel kreiz, ha 60% eus an tiegezhioù d'an nebeutañ a rank bezañ implijet er c'henwerzh, er greanterezh pe e micherioù kêrel all all. Emañ ar c'hêrioù e renk ar bourc'hioù (町 machi) hag ar c'hêriadennoù (村 mura). Ar c'hemm nemetañ etrezo eo n’int ket un elfenn eus an distrigoù (郡 gun). Evel pastelloù-bro melestradurel arall ez int termenet gant lezenn emrenerezh lec'hel 1947.

Bourc'h

Ur vourc'h (町 chō pe machi) zo ur rann velestradurel lec'hel e Japan.

Kêriadenn

Ur gêriadenn (村 mura a-wezhioù son) zo ur rann velestradurel lec'hel e Japan. Brasoc'h eo ar c'hêriadennoù evit an tolpadoù tiez, rak un isrann eus an distrigoù diwar ar maez int (郡 gun). Rannet e vez ar re-se etre Bourc'hioù ha kêriadennoù.

Arondisamant ispisial

An arondisamantoù ispisial (特別区 tokubetsu-ku) zo 23 c’humun a ya d’ober asambles kalon ha lodenn bobletañ Metropolenn Tokyo. A-gevred, e c’holoont ar vro a oa gwezhall dindan veli kêr Tokyo a-raok ma oa divodet e 1943 da zont da vezañ ul lodenn eus Metropolenn nevez savet Tokyo. Savet e oa framm an arondisamantoù ispisial hervez al Lezenn emrenerezh lec’hel ha ne vez kavet nemet e Metropolenn Tokyo.

Rannoù melestradurel er c'humunioù

Arondisamant

Un arondisamant (区 ku) zo un isrann eus kumunioù Bro-Japan zo bras a-walc'h da vezañ bet diuzet dre ordrenañs gant ar gouarnamant[3].


Framm

prefediezhelisprefediezhelkumuneliskumunel
Prefediezhioù
(war-bouez Metropolenn Tokyo)
Isprefediezhioù"Kêr diuzet"Arondisamant
 
DistrigKêr
kêriadenn
none
isprefediezhDistrig
 "kêr bennañ"
"kêr ispisial"
Kêr
 
Metropoliskêr
Arondisamantoù ispisial
District
isprefediezh
kêr
kêriadenn
LevelTypeKanjiRomajiNo.
PrefecturalMetropolenn Tokyoto1Tokyo (東京都 Tōkyō-to)
"Troiad"1Hokkaido (北海道 Hokkaidō)
"Prefediezh kêrel"fu2Prefediezh Kyoto (京都府 Kyōto-fu) ha Prefediezh Osaka (大阪府 Ōsaka-fu)
Prefediezhken43Prefediezhioù nemet Tokyo, Hokkaido, Prefediezh Kyoto ha Prefediezh Osaka
 IsprefediezhelIsprefediezh支庁shichō158
Distriggunstyl

e="text-align:center"|374

kumunel"Kêr diuzet"政令指定都市seirei shitei toshi20
"Kêr bennañ"中核市chūkaku-shi42
"Kêr ispisial"特例市tokurei-shi40
Kêrshi792including designated, core and special cities.
Kêrchō or machi743
Kêriadennmura or son183
Arondismant ispisial区 (特別区)ku (tokubetsu-ku)23Arondisamantoù ispisial Tokyo (東京都区部 Tōkyō-to kubu), 23 Arondismant Tokyo (東京23区 Tōkyō nijūsan-ku)
 SubmunicipalArondisamant区 (行政区)ku (gyōsei-ku)175
ISOPrefediezhKanjiRannvroKêr [a bep seurt]
(Arondisamant ispisial)
ArondisamantDistrigKêrKêriadenn
JP-23 Prefediezh Aichi愛知県Chūbu38167142
JP-05 Prefediezh Akita秋田県Tōhoku13693
JP-02 Prefediezh Aomori青森県Tōhoku108228
JP-12 Prefediezh Chiba千葉県Kantō3766161
JP-38 Prefediezh Ehime愛媛県Shikoku1179
JP-18 Prefediezh Fukui福井県Chūbu9717
JP-40 Prefediezh Fukuoka福岡県Kyushu281412302
JP-07 Prefediezh Fukushima福島県Tōhoku13133115
JP-21 Prefediezh Gifu岐阜県Chūbu219192
JP-10 Prefediezh Gunma群馬県Kantō127158
JP-34 Prefediezh Hiroshima広島県Chūgoku14859
JP-01 Prefediezh Hokkaidō北海道Hokkaido35106612915[1]
JP-28 Prefediezh Hyōgo兵庫県Kansai299812
JP-08 Prefediezh Ibaraki茨城県Kantō327102
JP-17 Prefediezh Ishikawa石川県Chūbu1158
JP-03 Prefediezh Iwate岩手県Tōhoku1410154
JP-37 Prefediezh Kagawa香川県Shikoku859
JP-46 Prefediezh Kagoshima鹿児島県Kyushu198204
JP-14 Prefediezh Kanagawa神奈川県Kantō19286131
JP-39 Prefediezh Kōchi高知県Shikoku116176
JP-43 Prefediezh Kumamoto熊本県Kyushu1459238
JP-26 Prefediezh Kyōto京都府Kansai15116101
JP-24 Prefediezh Mie三重県Kansai14715
JP-04 Prefediezh Myagi宮城県Tōhoku13510211
JP-45 Prefediezh Myazaki宮崎県Kyushu96143
JP-20 Prefediezh Nagano長野県Chūbu19142335
JP-42 Prefediezh Nagasaki長崎県Kyushu1348
JP-29 Prefediezh Nara奈良県Kansai1271512
JP-15 Prefediezh Niigata新潟県Chūbu208964
JP-44 Ōita大分県Kyushu14331
JP-33 Okayama岡山県Chūgoku15410102
JP-47 Okinawa沖縄県Kyushu1151119
JP-27 Ōsaka大阪府Kansai3331591
JP-41 Saga佐賀県Kyushu10610
JP-11 Saitama埼玉県Kantō40108221
JP-25 Shiga滋賀県Kansai1336
JP-32 Shimane島根県Chūgoku85101
JP-22 Shizuoka静岡県Chūbu2310512
JP-09 Tochigi栃木県Kantō14512
JP-36 Tokushima徳島県Shikoku88151
JP-13 [[Tōkyō東京都Kantō26 (23)158
JP-31 Tottori鳥取県Chūgoku45141
JP-16 Toyama富山県Chūbu10241
JP-30 Wakayama和歌山県Kansai96201
JP-06 Yamagata山形県Tōhoku138193
JP-35 Yamaguchi山口県Chūgoku1346
JP-19 Yamanashi山梨県Chūbu13586
Total792 (23)175307743183

Notennoù