Rannvro Magallanes hag Antarktika Chile

Rannvro Magallanes hag Antarktika Chile (e spagnoleg: XII Región de Magallanes y de la Antártica Chilena, da lavaret eo "Rannvro Magellan hag Antarktika Chile”), hag a vez graet anezhi Rannvro Magallanes hepken peurvuiañ, eo an daouzekvet rannvro eus Bro-Chile, hag an hini ar muiañ er su. Punta Arenas eo he c'hêr-benn. Ul lodenn eus Antarktika a zo lakaet e-barzh gant gouarnamant Chile, met n'eo ket degemeret kement-mañ gant ar gumuniezh etrebroadel.

Lec'hiadur ar rannvro e Chile.

Proviñsoù

Proviñsoù
Rannvro Magallanes hag Antarktika Chilean
ProviñsGorread
en km2
Niver
a annezidi
kêr-benn
Proviñs Magallanes36 994,7121 675Punta Arenas
Proviñs Última Esperanza45 830,719 855Puerto Natales
Proviñs Douar an Tan29 484,76 904Porvenir
Proviñs Antarktika Chile14 146,02 262Puerto Williams

Al lodenn a zo war gevandir Antarktika n'eo ket degemeret gant ar gumuniezh etrebroadel. Arc'het eo ivez gant Arc'hantina. 1 255 577 km² a ya d'ober al lodenn-se.

Kumunioù

Rannoù ha kumunioù Magallanes hag Antarctik Chile
ProviñsKêr-bennKumunPennlec'h
Proviñs Antarktika ChilePuerto Williams1 AntárticaPuerto Williams
2 Cabo de HornosPuerto Williams
MagallanesPunta Arenas3 Laguna BlancaPatrom:Lien
4 Punta ArenasPunta Arenas
5 Río VerdeRío Verde
6 San GregorioPunta Delgada
Proviñs Douar an TanPorvenir7 PorvenirPorvenir
8 PrimaveraCerro Sombrero
9 TimaukelPatrom:Lien
Última EsperanzaPuerto Natales10 NatalesPuerto Natales
11 Torres del PainePatrom:Lien