Roched

Ur roched zo ur pezh dilhad a c'holo korf ar baotred adalek an divskoaz betek an divlez, pe betek ar gaol, pe izeloc'h zoken a-wechoù. Nozelennoù pe boutonoù a vez peurvuiañ da brennañ ar rochedoù a-vremañ. An darn vrasañ a vez milginoù hir outo, hogen milginoù berr a vez douget en deizioù tomm ivez. Evit merc'hed e komzer eus hiviz peurvuiañ.
War ur roched e c'haller dougen kravatenn, jiletenn, stammenn, pe porpant.

Roched eus ar bloavezhioù 1930, war ziskouez en Norsk Folkemeuseum, en Oslo, e Norge .
Roched, pleget .
Roched ha kravatenn c'hlas
Roched milginoù berr

Gerioù all

Eus ur roched e vez graet anvioù all c'hoazh: krez, krezenn (kar d'ar ger kembraek crys). Roked ha rokedenn zo gerioù kar. Kamz zo ur seurt sae douget gant ur beleg .

Danvez

E kotoñs pe lin e vez ar rochedoù, e seiz a-wechoù. Aliesavat e kaver poliester rak kalzmarc'had-matoc'h eo daoust ma'z eo displijus da wiskañ.

Roched ha hiviz

A bep seurt rochedoù zo, e pep seurt danvez. Graet e vez an hivizoù en un danvez bravoc'h peurliesañ, gant dantelezh alies.

Livioù ha politikerezh

  • Rochedoù ruz, gant Garibaldi da vare Unvaniezh Italia.

Er bloavezhioù 1920 ha 1930 e oa un dalvoudegezh politikel e livioù rochedoù ar strolladoù faskourien:

  • rochedoù du en Italia, Bro-Saoz, Finland, ha gant SA nazi Alamagn;
  • rochedoù glas en Spagn, Kanada, Iwerzhon, Sina
  • rochedoù glas-gwer e Roumanía, Hungaria, Brazil;
  • rochedoù alaouret e Mec'hiko
  • rochedoù arc'hant e SUA


Broioù


Notennoù

Liammoù diavaez