Sapporo

Sapporo (札幌市; Sapporo-shi e japaneg) zo unan eus kêrioù bras Japan. E miz Ebrel 2005 e oa 1 864 352 den o chom eno. Niver an annezidi a sav bremañ da 1 959 313 (1 Genver 2020)[1]. Emañ Sapporo en enez Hokkaido e hanternoz Bro-Japan.

札幌市 Sapporo
Bukit war pep skeudenn da welet an alc'hwez
Ur sell war Sapporo
時計台 Tour an Horolajサッポロビール博物館 Mirdi ar Bier
北海道大学 Skol-veur Hokkaido札幌駅 Ar porzh-houarn
スタジアム Ar Stadiom大通公園Odori Park
BannielSiell

Melestradur
RiezBanniel Japan Japan
RannvroRannvro Hokkaido Hokkaidō
PrefedelezhHokkaidō
(Isprefedelezh Ishikari)
Maer秋元 克広, Akimoto Katsuhiro
(dilennet d'an 2 a viz Mae 2015)
Douaroniezh
Lec'hiadur43° 3′ 43.5″ N, 141° 21′ 15.8″ R
Lec'hiadur Sapporo
Lec'hiadur Sapporo
Sapporo (Japan)
Gorread1 121,26 km²
Poblañs1 983832 (1 a viz Meurzh 2021)
Stankter1760,37 den/km²
HinKerreizh Dfa :
(Kevandirel gleb, hañvezhioù tomm)
Arouezioù
EvnKoukoug-Eurazia
BokedLouzaouenn-an-hañv
GwezennSynringa
Internet(en) www.city.sapporo.jp

Anv Sapporo n'eo ket ur ger japaneg met ur ger deuet eus an ainoueg, evel kalz anvioù-lec’h all eus Enez-Hokkaido. E-pad ar goañv e vez yen an amzer hag erc’h a ra bep bloaz. Setu perak e voe aozet C'hoarioù Olimpek 1972 e Sapporo. A-drugarez d’ar yenijenn e vez lidet eno ivez fest an erc'h a zo brudet-tre e Bro-Japan. Kizelladurioù erc’h pe skorn a vez savet a-ratozh evit ar fest-mañ. Brudetoc’h c’hoazh eo bier melen Sapporo a vez ezporzhiet er bed a-bezh.


Istor

A-raok diazezadur Sapporo e oa poblet ar vro gant Ainoued o chom e meur a gamp[2]. N'eo nemet e diwezh ar Marevezh Edo e 1866 e erruas ar c'hentañ trevadennerien. E 1866 e krogas ar Stad da sevel ur ganol a-dreuz ar vro, ar pezh a vroudas kalz tud d'en em ziazezañ en enezenn ha da sevel ur gêriadenn anvet Sapporo[3]. Anv ar ger a zeu eus an ainoueg hag a dalvez « stêr vras a red a-dreuz ar gompezenn ».

E 1868, gouarnamant nevez an Oadvezh Meiji a zivizas ober eus Sapporo kêr-benn nevez rannvro Hokkaidō. Emsavoc'h e oa al lec'h ma oa da zifenn ha da ziorren evit hini ar gêr-benn gozh, Hakodate.

Er bloavezhioù 1870-1871, Kiyotaka Kuroda, besprezidant ar bodad evit diorren Hokkaidō (kaitakushi), a yeas e darempred gant ar gouarnamant amerikan. Gant skoazell Horace Capron, sekretour e karg eus al labour-douar dindan prezidant amerikan Ulysses S. Grant, hag a zeuas da vezañ Oyatoi gaikokujin, emañ o vont da ziorren Sapporo en-dro d'al Liorzh Ōdōri war patrom ar steuñv hippodamek, un dra divoaz-kenañ e Japan, memes hiziv.

Atizet gant ar c'haitakushi, e teuas kalz trevadennerien eus Honshū da ziorroen al labour-douar (gwinizh, avaloù-douar, maiz, asperjez) ar sevel chatal (deñved ha moc'h) met ivez produadur danvezioù krai (koad, glaou) ha breserezhioù.

E-pad an XXvet kantved e kendalc'has kêr d'en em ziorren kalz dindan levezon tud a afer ha tud o klask goproù uheloc'h, kement ha ken bihan ma tremenas Sapporo en tu all d'ur milion a annezidi e 1970.

E-pad an Eil Brezel-bed e voe meneget alies Sapporo e-giz un trede pal evit ur vombezadenn atomek, betek-gouzout n'en dije ket kodianet Bro-Japan.


Douaroniezh

Arondisamantoù

Rannet eo Sapporo e dek arondisamant[4] :

NiverennAnvE japanegPob.
(2015)
GorreadKartennn
1Chūō-ku中央区230 41546,42
2Kita-ku北区283 40363,57
3Higashi-ku東区259 84356,97
4Shiroishi-ku白石区210 49234,47
5Atsubetsu-ku厚別区129 13624,38
6Toyohira-ku豊平区219 07746,23
7Kiyota-ku清田区115 02259,87
8Minami-ku南区140 814657,48
9Nishi-ku西区212 52575,10
10Teine-ku手稲区141 20056,77

Notennoù



 日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける