Scáthach

Scáthach (en iwerzhoneg) pe Sgàthach (e Gouezeleg Skos), anvet ivez Scáthach nUanaid[1], Scáthach Bunand[2], pe Sgàthach an Eilean Sgitheanach ("Scáthach eus Enez Sgitheanach") zo ur vrezelourez vojennel hag a c'hourdon an haroz mojennel eus Ulaid, Cú Chulainn, war arzoù ar brezel, e Kelc'hiad Ulad. Hervez an testennoù emañ o chom e Bro-Skos (Alpeach), en Enez Sgitheanach peurgetket, el lec'h m'emañ he c'hreñvlec'h : Dún Scáith ("Kreñvlec'h ar skeudoù")[3][4]. Lesanvet eo "Ar Skeud" ha "brezelourez werc'h". Merc'h Árd-Greimne Lethra eo[5][6] ha brezeliñ a ra gant he enebourez, Aífe.

Danevellet eo deskadurezh an haroz yaouank Cú Chulainn gant Scáthach e Tochmarc Emire ("Al lez graet da Emer"). Forgall Monach, tad ar vaouez zo karet gant Cú chulainn, Emer, ne fell ket dezhañ reiñ e verc'h dezhañ. Goulenn a ra gantañ mont da gentañ da beurzeskiñ micher an armoù en esper e varvo e-keit-se. Daou stumm eus an danevell zo : unan verr skrivet en heniwerzhoneg dreist-holl hag unan skrivet diwezhatoc'h ha kresket e krenniwerzhoneg. En div zanevell ez eo kaset Cú Chulainn da Alpae, ur ger lennegel hag a dalvez "an Alpoù", met implijet eno d'ober anv eus Bro-Skos (anvet Albu en iwerzhoneg)[7]. Cú Chulainn a ya du-hont asambles gant Lóegaire ha Conchobar, hag en ur stumm diwezhat eus an istor gant Conall Cernach, davet ar brezelour Domnall da c'hourdoniñ. En istorioù zo e c'hourdon dindan renerezh Dordmair[8], merc'h Domnall Maeltemel. Goude ur pennad int kaset gant Domnall davet Scáthach da wellaat[9]

Cú Chulainn hag e geneil Ferdiad a veaj betek Dún Scáith, ma kelenn Scáthach dezhe arz ar brezel hag an emgann : lammat gant ar berchenn, en em gannañ dindan an dour, ha teknikoù dezhe anvioù iskis evel kur an aval, kur ar gurun, kur a-c'hwen e gein, lamm eog ur rener karr, galv an haroz[10][11]). Profañ a ra ivez da gCú Chulainn sekred he dared marvus, ar Gáe Bulg. Cú Chulainn a grog un istor gant merc'h Scáthach, Uathach, met terriñ a ra he bizied gant ar mall zo gantañ[6].Hag hi ha youc'hal ha gervel he c'haredig Cochar Croibhe. Daoust d'ar pezh a lavar Uathach, e tifi Cú Chulainn en un duvell, ha lazhet eo gant an haroz. Evit digoll Uathach ha Scáthach, e samm Cú Chulainn deverioù Cochar, hag e teu da vezañ serc'heg Uathach. Scáthach a bromet he merc'h dezhañ zoken, hep goulenn argouroù. Pa zeu hec'h enebourez, ar vrezelourez Aífe, c'hoar pe merc'h Scáthach hervez an istorioù[12], da c'hourdrouz he ferc'hentiezhioù, Cú Chulainn en em gann gant Aífe, hag a zeu a-benn da drec'hiñ anezhi dre duiñ anezhi da sellet da lec'h all gant gevier. Kinnig a ra espern he buhez gant ma paouezo da vrezeliñ ouzh Scáthach, ha gant ma tougo ur mab dezhañ[13]. Chom a ra Kouc'houlin eno e-pad bloaz[14].

En Táin Bó Cúailnge ("Skrapadeg saout Cooley"), daou eus ar vrezelourien hag en em gann gant Cú Chulainn, Fer Báeth ha Fer Diad, o deus pleustret asambles gantañ dindan renerezh Scáthach[15]. Evel Cú Chulainn hag e geneiled, harozed all zo kaset da Scáthach da stummañ evel an drouiz Mog Ruith[16].

Gouest e oa Scáthach ivez da ziouganañ an amzer da zont hag e lenne planedenn e ziskibled. Evit Cú Chulainn avat e nac'has ober rak gwelet he doa e lazhfe e vab nemetañ, Connal, a oa ivez mab-bihan Scáthach en istorioù zo[17].

Hervez mojennoù zo en em gannas Scáthach ha Cú Chulainn evit gouzout piv a vefe perc'henn war Enez-Sgitheanach. Goude tri devezh emgann e azezjont da zebriñ kraoñ-kelvez, frouezh an anaoudegezh, ha Cú Chulainn en em rentas kont ne zeufe morse a-benn da drec'hiñ Scáthach. Distreiñ a reas neuze da Vro-Iwerzhon[18].

Ar fed m'emañ Scáthach o chom en Enez-Sgitheanach a seblant dont eus an heñvelder etre anv an enezenn hag hini Skitia en heniwerzhoneg[19][20]. E testennoù zo e reer eus Scáthach, merc'h Buanuinne, roue Skitia[21] ha mont a ra Cú Chulainn di da vezañ stummet.

Skrivagnerien zo, awenet gant istorioù Scáthach, Boudika ha Cartimandua a soñj dezhe en em ganne ar maouezed e-touez ar vrezelourien e kevredigezh ar Gelted. Lod all a lavar ar c'hontrol oc'h harpañ war lezennoù a vevenne ar pezh a c'halle ober ar maouezed hag a wareze anezhe en amzer ar brezel[22].


Levrlennadur


Notennoù