Taol-stad c'hwitet e Moskov

Putsch Moskov, pe Taol Eost a vez graet eus un taol-Stad c'hwitet a oa bet e Moskov e miz Eost 1991 en Unaniezh Soviedel gant ur strollad tud a zifenne ur mennad « reut » e-barzh Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel. Aozerien an taol-Stad a oa deuet a-benn da zigadoriañ penn ar vro, Mikhail Gorbatchev, e-pad ur pennadig amzer ha klasket o devoa ren ar vro.

Taol-stad c'hwitet e Moskov
attempted coup d'état, Putsch
Rann eusRevolutions of 1989 Kemmañ
Anvet diwarAugust 1991 Kemmañ
StadUnaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel Kemmañ
Lec'hMoskov Kemmañ
DeiziadEost 1991 Kemmañ
Deiziad kregiñ19 Eos 1991 Kemmañ
Deiziad echuiñ21 Eos 1991 Kemmañ
PrantadAugust 1991 Kemmañ
EfedDeclaration of Independence of Ukraine Kemmañ
Taol-stad Eost.

Aozerien ha harperien an taol-Stad a oa komunourien mirourien anezho hag a oa bet kerseet-bras gant programm adkempennoù Gorbatchev. Soñjal a rae dezho e oa an traoù o vont re bell hag e oa ar gevrat unaniezh nevez sinet o reiñ re a c'halloud d'ar republikoù a save an URSS. Ar prezidant gall François Mitterrand, a soñje e oa bet trec'h an emsaverien, en doa komzet eus « M. Guennadi Ianaev, en particulier, comme un des nouveaux dirigeants d'Union soviétique ». Ur c'hwitadenn e oa bet an taol-Stad e gwirionez, ne oa ket padet pelloc'h eget tri devezh. Eneberezh ar prezidant rusian Boris Yeltsin a oa bet unan eus abegoù an taol kleze en dour. Gorbatchev a oa distroet d'ar galloud met gwanaet-don e oa bet e vestroniezh, Yeltsin eo a oa bet gwelet evel trec'her an taol-Stad. C'hwitadenn putsch Moskov he doa roet muioc'h a lañs c'hoazh da Freuzadenn an Unaniezh Soviedel, a-benn fin ar bloavezh e oa echuet gant ar vro.